diouz Slaved an Hanternoz (Slovaked, Tcheked, Moraved, Sileziz, Wended, Polabed, Slovinked, Kachoubed, Poloniz), diouz Slaved ar Reter (Rusianed-Wenn, Rusianed-Vras, Rusianed-Vihan pe Ruthened) ha diouz Bulgariz. Ma teuer a-walc’h da veiza ez eo aet enno muioc’h a wad illiriat ha thrakiat eget na gredfed pa seller ouz slavegez anat ar yezou a gomzont bremañ [1].
Ne vefe ket mat kimiadi amañ diouz Slaved ar C’hreisteiz hep degas da goun ar perz a bouez o deus kemeret e difennidigez Europa ouz an Durked. Ar Serbed hag ar Groated o veva war ribl hanternoz stêr Sava hag a-hed harzou Bosnia-Herzegovina a oa bet soudardelaet holl gwitibunan evit suraat difenn an harzou-se ouz Muzulmiz. Kement-se eo a rae Harzou-difenn Impalaerded Aostria, ker brudet en Istor. Seul dellezekoc’h da denna evez ar Vrezoned eo an ensavadur-brezel-se m’eo orinet o foblou end-eeun en ensavaduriou damheñvel krouet gant ar Romaned en enez-Vreiz, etro dibenn an Hen-amzer, evit kadarnaat
- ↑ Da vont dounoc’h en anaoudegez Slaved ar C’hreisteiz, lenn : De Caix de Saint-Aymour, Les pays sud-slaves de l’Autriche-Hongrie, 1883 ; L. Léger, La Save, le Danube et le Balkan, voyage chez les Slovènes, les Croates, les Serbes et les Bulgares, 1884 ; R. Gonnard, Entre Drave et Save, 1911 ; L. Léger, Serbes, Croates et Bulgares, 1913 ; Auerbac’h, op. cit., 1917, pp. 415-56. Bez’ ez eus, war Rev. des Deux Mondes, bloaveziadou 1846, 1847, h.a., pennadou bepred talvoudus da lenn, gant Siprian Robert, H. Desprez, h.a. War an Tour du Monde, bloaveziadou 1860, G. Lejean, L’Herzégovine ; 1870-1871, G. Perrot, Chez les Slaves du Sud ; 1875-1876, Ch. Yriarte, L’Istrie et la Dalmatie ; 1877, Ch. Yriarte, Le Montenegro ; 1896, G. Capus, A travers la Bosnie-Herzégovine ; 1910, J. de Witte, Au Monténégro. A-zivout gouennoniez ar Yougo-Slaved, W. Z. Ripley, The Races of Europe, London, 1900, pp. 411-5 ; E. Pittard, Les Races et l’Histoire, 1924, pp. 317-23.