Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/114

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gelennerien, nemet eun nebeut Tcheked ha Slovened. Ar studierien a selaoue o c’henteliou a zeue eus an holl vroiou tudet gant Slaved ar C’hreisteiz, eus Slovenia, eus Dalmatia, eus Serbia hag eus Bulgaria kerkouls hag eus Kroatia ha Slavonia [1].

Ouspenn an Akademia hag ar Skol-veur, e oa e Zagreb eur c’hevredad a hendraouriez, ennañ, e 1883, en tu-hont da dri-c’hant a izili. Embann a rae eur gelaouenn : Archeologicki Viestnik.

Stank ha pinvidik betek hon Amzer eo manet an noblañs e-touez ar Groated. Koulskoude, n’eo ket eus ar renkad-se eus ar Gevredigez ez eo deuet d’ar yez kroatek ha d’ar slavegez e Kroatia o gwella, kaloneka ha brokusa difennourien, hogen eus ar renkadou-etre hag eus ar bobl : mab d’eur marc’hadour-kezeg e oa an eskob Strossmayer.

Da gloza ar pennad-mañ, war eun dro re hir (diouz ment al levr) ha re verr (diouz pinvidigez ha talvoudegez ar sujed), e rin meneg eus Slaved Dalmatia, a oa o c’hreizenn lennegel e Zara. Bez’ o doa eno eur c’hevredad-embanna-levriou, Matica dalmatinska, savet e 1861.

An darn-vuia eus Slaved ar C’hreisteiz (eus Yougo-Slaved, evel m’o anver), da lavarout eo Montenegriz, an Dalmated, Herzegoviniz, Bosniz, ar Serbed hag ar Groated, a zo anezo, e-keñver korfadurez, eur strollad unouenn a-walch, ar c’hreñva, ar menteka hag ar c’haera hini a zo en Europa bremañ. Dre o holl stummadou-korf ez int disheñvel war eun dro

— 112 —
  1. Matkovitch, La Croatie et la Slavonie au point de vue de leur culture physique et intellectuelle, Agram, 1873 ; Vladimir Zagorsky, François Racki et la renaissance scientifique et politique de la Croatie, Pariz, 1910.