E dibenn an hevelep kantved, e oa daou gevredad embanna levriou kroatek : Kevredad sant Jerom evit al levriou-deoliez hag al levriou-leda-deskamant ; ar Matica hrvatska (Mamm-wenanenn groatek) evit al lennegez-diduella hag ar ouiziegez ; er vreuriez-mañ, ouspenn ar skodidi, e oa izili-madoberourien.
Penngreizennou ar vuhez speredel uhel a vane, ret ha m’edo, er Skol-veur hag en Akademia. Houmañ, en eur ober dek vloaz (1874-1884), he doa embannet eur c’hant bennak a levriou, enno labouriou a bouez diwar-benn ar yezoniez, an istorouriez hag an naturouriez. Edo stag a-benn-neuze da voula embannaduriou hir-bad eus an talvoudusa, anezo dastumadou a skridou koz latin pe slavek, stag outo troïdigeziou ha notennou-diskleria, en o zouez ar Monumenta spectantia historiam Slavorum meridionalium, hemañ eun dastumad testeniou tennet eus dihellaouegou founnus-stank kêr Venezia hag o sklerijenna hir-vareadou eus istor Slaved ar C’hreisteiz, eus istor an darempredou o deus bet gant Venezia, eus istor Venezia hec’h-unan, ha, dre vras, eus istor ledenez ar Balkaniou. Eur mouladur-all a bouez e voe hini ar geriadur bras kroatek-serbek gant al lizeregourien Danicich (eur Serb eus ar rouantelez) ha Budmanni (eun Dalmat).
Skol-veur Zagreb he deus embannet oberou diwar-benn ar reiz, an istor ha skiantou an natur. Er-maez d’eun nebeut steudadou-kenteliou a-zivout an doueoniez a veze graet e latin, an holl genteliou-all a veze displeget e kroateg. Ha Kroated e oa ivez ar vistri-