Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

del ar Groated. Ouspenn an arc’hant hag al lusk a rôas evit savidigez ar Skol-veur, e krouas e 1867 Akademia Zagreb, e kinnigas da virdi-kêr an taolennou en doa dastumet en e balez-eskob, hag e vevas diwar e yalc’h arzourien ha studierien yaouank slaviat.

Dindan gor e oa, e-touez ar Groated, an emsao evit ar yez hag ar vrôadelez e dibenn an XVIIIvet kantved hag e derou an XIXvet. Boulc’het da vat eo bet dre an teir savidigez-mañ : e 1835, savidigez ar genta kelaouenn e kroateg, e Zagreb ; e 1838, savidigez Kevredad-lennerez Zagreb ; e 1842, savidigez an Ilirska Matica « ar Vamm-wenanenn illiriek » [1].

— 110 —
  1. Er mare-se, e kreded e oa tud ar vro (Slaved ar C’hreisteiz) o tiskenn, dre ar yez kerkouls ha dre ar gwad, eus Illirianed an Hen-amzer. An Ilirianed a zo bet, kent emfennadeg ar Gelted war Europa, eur bobl vras-meurbet en em astenne eus bro an Elv-uhela d’an Epeir, hag eus Venetia da Dhrakia. Dindan bountadeg an Dhraked a veze dalc’hmat ouz o enka diouz tu ar reter, e treizas pobladou illiriek mor Adria, hag i hag ober o annez e kevrennou reterel ha kreisteizel Italia (etro an Xvet kantved kent H.S.). — Souezusat taol, a laka splann an adc’hoarvezout eus darvoudennou-zo en Istor : pemp kantved war-nugent diwezatoc’h, ar slavegerien hag an albanegerien, o doa kemeret lec’h an illiriegerien er meneziou a zo dindano kevrenn gornok ledenez ar Balkaniou, enket d’o zro diouz tu ar reter gant an Durked, a dreizas, int-i ivez, mor Adria da glask minic’hi en Italia, Bez’ edo c’hoaz en XIXvet kantved, e kevrennou reterel ha kreisteizel an hir a ledenez-se, kêriadennou slavegerien hag albanegerien. — Ouspenn ar perz a gemerjont en Istor-meur Europa etro derou ar c’henta milved kent H.S., o deus an Illirianed darbaret diwezatoc’h d’an armeadou roman eun niver a soudarded kadarn ha da benn-renerez Rom eur steudad a impalaered, anvet « an Impalaered illiriat » a zo bet anezo, daoust d’o siou fall, pennvrezelourien akuit-meurbet ha leun a nerz-kalon. Er marevez-se end-eeun, he doa Galia impalaered diwar he dourn ha diwar he gouenn, en em ziskouezas kerkouls hag an impalaered illiriat er renerez hag er brezelerez. An hini diweza eus an impalaered c’halian-se a oa d’ezañ eun ano keltiek : Esuvios Tetrikos. Kamilh Jullian, Gallia, trede mouladur, 1907, pp. 49-50 ; Viktor Chapot, Le Monde romain, 1927, pp. 80-1, 347-9 ; Herri Hubert, Les Celtes, II, 1932, pp. 183-5.