benn an XIXvet kantved, e nivered eun ugent bennak a gelaouennou embannet e sloveneg, niver dister-meurbet m’hen lakaer e-skoaz d’an eiz kant a gelaouennou a voule d’ar mare-se an Dcheked en o yez, nemet da vras e teu pa soñjer pegen nebeut ez eus a dud o komz hag o lenn sloveneg. Ar re lenneta eus ar c’helaouennou-se e oa « Ar Vrôad slovenek » (Slovenski Narod), mil lenner d’ezi, hag « Ar C’hloc’h » (Zvon), eiz kant lenner. Bez’ e oa daou gevredad embanna levriou slovenek : « ar Vamm-wenanenn slovenek » (Matica slovenska), enni 1500 ezel, ha Breuriez sant Hermagoras (Druzba svetoga Mohora), 25000 ezel, houmañ poblekoc’h stumm ha danvez al levriou moulet ganti. En eskemm d’eur florin-skod dre vloaz (2 lur 50 santim aour), e kase d’hec’h izili c’houec’h levr pep bloaz : daou levr deoliez ha pevar levr leda deskadurez pe lennegez-diduella. Bez’ e oa eur Matica-all evit ar sonouriez. D’ar c’houlz-se, o doa ar Slovened tizet kaout ar gelennadurez izel en o yez. Alamanek e vane ar gelennadurez uhel hag ar barnerez. Daoust d’an diouer-se a zeskadurez uhel en o yez, o doa ar Slovened darbaret a-benn neuze gouizieien ha mistri-gelennerien da Groatia.
Lorc’h bras Kroatia e oa an Alma Mater Zagrabiensis, Skol-veur groatek-ha-serbek Zagreb (Agram en alamaneg), savet e 1874, diwar lusk eskob Diakovo, e Slavonia, an Aotrou Strossmayer, madoberour Slaved ar C’hreisteiz, hag ar gredusa, ar c’haloneka mignon o deus bet er mare-se, daoust d’ezañ da zougen eun ano alamanek [1]. Heñ a zo bet rener spere-
- ↑ Diwar-benn an eskob Strossmayer, lenn L. Léger, Souvenirs d’un Slavophile, 1905.