Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Yaouankiz », savet e Novi-Sad evit boda an holl Serbed yaouank eus ar skoliou dindan arouez ar Yez hag ar Vrôadelez, a zeuas da veza unan eus ar gwella dizarbennadou ouz ar magiarekaat el ledenezad-douar en em astenn etre ar Sava-Izela, an Drava-Izela, hag an Danao [1].

Er c’hornog da Serbed Aostria-Hungaria en em astenn ar Groated hag ar Slovened. Tri heñvelder a zo etre ar Slovened ha Breiziz. Eur bobl vihan ez int, evel Breiziz : a-vec’h ma ’z eus en tu-hont d’eur milion daou-c’hant mil a slovenegerien (e Breiz-Izel, e oa eur milion tri-c’hant mil a vrezonegerien e dibenn an XIXvet kantved). Evel Breiziz, ez eo bet gwechall ar Slovened kalz niverusoc’h eget m’emaint bremañ. Broiou a-bez, evel Karintia ha Stiria (en hanternoz d’ar vro tudet bremañ ganto), n’oa enno neuze nemet slovenegerien, bet germanekaet abaoe. En em zivrôadeleza, en em alamanekaat o deus graet ivez an darn-vuia eus renerien, eus uhelidi, eus pennou-pobl ha pennou-kredenn ar vrôad-se. E derou an XIXvet kantved, n’oa ken nemet koueriaded oc’h ober ar pep brasa eus ar slovenegerien. Ar peb-all a oa tud nevez-savet eus ar bobl d’ar vourc’hizegez : medisined, breutaourien,

mistri-kelennerien, h. a. Ar re-mañ eo o deus rôet lusk d’an emsao evit ar sloveneg hag ar slovenegez. Penna benveg an adsavidigez e voe ar gelaouenn Novice « An Nevezintiou, ar C’heleier », savet e 1843, e Ljubljana (Laibac’h en alamaneg), gant an Doktor Plavez (Bleiweis), marvet e 1881. E di-

— 108 —
  1. El ledenez-se edo ar stanka ar Serbed. En hanternoz d’an Danao, tro-dro da gêriou Novi-Sad ha Panksova, e oa anezo 50 dre gant eus ar boblañs.