e 1826, e Pest, evel eun taol-daea da Hungariz. Ac’hano ez eas d’ar gêr anvet Novi-Sad gant ar Slaved, Neusatz gant an Alamaned hag Ujvidek gant an Hungared. Ar gêr-se a vanas, a-hed an XIXvet kantved, kreizenn lennegel Serbed Aostria-Hungaria. Eur greizenn-all evit ar moula hag an embanna levriou serbek e oa Panksova.
Serbed Aostria-Hungaria eo an diskennidi eus an daou-ugent mil tiegez bras pe zadrouga [1] a zivrôas eus Raksia ha Hen-Serbia e dibenn ar XVIIvet kantved evit tec’hout diouz aotrouniez, argarzus d’ezo, Muzulmiz. En tu-hont d’eun hanter-milion a oa anezo e dibenn an XIXvet kantved, hogen, evel ma lavare neuze, gant kalz a wirionez, Elizea Reclus, « dre o c’hadarnded, o spered, o emskiant vrôadel, o c’harantez-vro, e kontont kalz muioc’h eget poblou-all, niverusoc’h egeto o veva er rouantelez dreist-lethanek [2]. Muioc’h eget ar Slovaked, ar Ruthened, an Alamaned hag ar Roumaned, e stourmjont ouz levezon politikel diharz ar Vagiared ; e 1848 hag e 1849, e stourmjont zoken outo gant kounnnar war an tachennou-brezel… » [3]. An Omladina « Kevredad ar
- ↑ Ar Serbed o deus miret gwelloc’h ha pelloc’h eget ar Slaved-all eus ar C’hreisteiz ar perc’henna-douar dre gerentiad pe dre strollad. Zadrouga a raed en o zouez eus ar c’herentiad pe ar strollad-tud ma veve ha ma laboure an holl izili anezañ dindan renadur an den barreka. Aet eo ar zadrougaou da get dindan levezon dispennus ar reiz roman hag ar reiz germanek. Keit ha ma ’z int padet, n’eo ket bet reuziet ar Serbed gant gwalenn an davantegez, E. Reclus, Europe méridionale, pp. 286-7 ; Europe centrale, pp. 278-80. Keñveria E. Demolins, Comment la Route crée le Type social, II, pp. 207-46.
- ↑ Rouantelez dreist-lethanek « en tu-hont d’al Letha » a veze graet eus Hungaria.
- ↑ Europe centrale, pp. 348-9.