Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/108

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

nemet eur skol-uhel (visoka Schkola), enni eun daou c’hant bennak a skolidi. E 1842, e oa bet savet « Kevredad ar Skiantou » (Outcheno droujtvo), peder c’hevrenn ennañ : 1° prederouriez ha lizeregouriez ; 2° istorouriez ha gwiraouriez ; 3° jedoniez ha naturouriez ; 4° ijinou-kaer. Embann a reas, diwar 1847, eun dastumad bloaziek a labouriou (Glasnik), hag, ouspenn-se, levriou a-zivout an istor, an hendraouriez, an douaroniez, an naturouriez. Bez’ en doa digant gouarnamant Belgrad eur skoazellad a 12000 lur-aour dre vloaz.

Menegi a c’heller, ouspenn, eur c’hevredad a vedisinerez, eur c’hevredad a c’hounidegez-douar, eun diazezad-leve evit embanna levriou a vuhezegez hag a lennegez, hemañ, an diazezad-se, dleet da vrokusted eun ofiser, ar c’habiten Tchoupitch. Eun ofiser-all, ar c’habiten Atanasievitch, a reas sevel, diwar e yalc’h, eur palez evit rei goudor d’ar skol-uhel, da Gevredad ar Skiantou, d’al levraoueg ha d’ar mirdi. Brokusteriou a-seurd gant ar re-se, hep beza dibaot, evit lavarout dibaot, e-touez Serbed ar rouantelez, ne vezent ket koulskoude ker stank en o metou hag e-touez ar C’hresianed, ar Vulgared hag an Dcheked.

Eul labour bras o deus gouezet kas da vat Serbed ar rouantelez : didurkekaat o yez lennegel, ha skuba diwar o bro pep roudenn eus an aotrouniekadur anezi gant Muzulmiz.

Trec’h da Serbed ar rouantelez e-keñver deskadurez e oa ar Serbed a veve en Aostria-Hungaria. Bez' ez int bet ar re genta o lakaat preder d’o yez, e dibenn an XVIIIvet kantved hag e derou an XIXvet. An hini kenta eur ar c’hevredadou-embanna-levriou anvet e slaveg Matica (mamm-wenanenn) a voe savet ganto

— 106 —