Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/107

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

d’ar Serbed dre o yez, da lavarout eo Bosnia-Herzegovina, Dalmatia, Kroatia, Slavonia ha Slovenia. O zu a gemeras Serbed ar rouantelez diwar ar stagedigez-se evit mac’homi e pep giz o c’henvroïz nevez, ar Groated dreist-holl, d’o serbekaat penn-kil-ha-troad [1]. Seul nebeutoc’h a wir o devoa oc’h ober outo ker garo, m’edo an darn-vuia eus ar poblou-se, diframmet diouz impalaerded Aostria-Hungaria, kalz sevenetoc’h egeto e pep doare. Rak, evit da Serbed ar rouantelez beva en o frankiz abaoe 1815, e oant chomet warlerc’hiet a-bell e-keñver sevenadurez. Diaes-kenañ e oa bet lakaat da sevel tud a zeskadurez eus a-douez ar vrôad-se, bet dibennet a-grenn eus he renkadou uhel dre gantvloaveziadou-sujedigez [2], ma n’oa ken enni, kouls lavarout, nemet tud diwar ar maez, gounideien-douar ha magerien-voc’h, peurserret o spered ouz kement na denne ket d’o micher. Dister-dra, gant-se, eo al lodenn-labour-spered graet gant Serbed ar rouantelez, e-pad an XIXvet kantved, p’hen lakaer e-kemm gant al labouriou uhel a lïes seurd o deus gouezet kas da benn ar poblou slavek hualet gant Aostria-Hungaria. Betek dibenn ar c’hantved-se n’oa ket ganto a Skol-veur. Ne gaved e Belgrad

— 105 —
  1. A bep amzer e oa bet dizunvaniezou doun etre ar Slaved Katolik (Kroated, Slovened, h.a.) a rae gant al lizerennou latin evit skriva o yezou, hag ar Serbed eeungredennek (gouez d’ezo) a rae gant al lizerennou gresianek-slavek. An dud haelsperedek, en daou rummad, a ouie sevel a-us d’an disterveziou-se. En dud-all, avat, ez ae an dizunvanderiou betek maga ar gasoni.
  2. Gant Slaved Bosnia-Herzegovina e oa manet betek hon Amzer o uhelidi, dre m’o deus an uhelidi-se degemeret an Islam, e dibenn ar XVvet kantved hag e derou ar XVIvet, evit mirout o renk hag o madou. Disterat gounid, avat, rak an noblañs muzulmekaet-se a oa anezo ar varlerc’hieta tud a veve e ledenez ar Balkaniou en XIXvet kantved.