Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/106

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Nebeut a dra a livirin eus ar Slovaked [1]. Betek 1918, o deus bevet e dalc’h Hungariz. Ne deus eus o yez nemet eur rannyez dchekek, ha, betek eil hanterenn an XIXvet kantved, e sellent an tchekek evel o vez lennegel. An daou Slovak brudeta eus ar c’hantved-se, ar barz Yann Kollar hag an istorour Paol Schaffarik o deus savet o holl oberou e tchekeg. E-doug eil hanterenn an XIXvet kantved, e trôas e penn Slovaked dilezel an tchekeg hag ober eus ar slovakeg yez lennegel o brôad. Diouana a reas ar menoz-se enno diwar atiz an Alamaned hag an Hungared a zo bet atao eveziek da hada an dizunvaniez e-touez ar Slaved evit o dinerza hag o mestronia aesoc’h a se, oc’h ober evel-se diouz lavar-stur an holl alouberien-vroiou ha mac’homerien-boblou : Divide ut imperes. E 1863, diwar skouer Matice Ceska an Dcheked, o deus ar Slovaked savet eur c’hevredad-embanna-levriou en o yez.

Ker berr-all e vin war gont Serbed ar briñselez savet e 1815 gant ar marc’hadour-moc’h Mikael Obrenovitch. Dieubet diouz pennaotrouniez an Nor-Veur [2] e 1878, a-drugarez da skoazell ar Rusianed, ez eas ar briñselez-se da rouantelez e 1882. E 1918, ha d’ar Serbed beza bet peurdrec’het er brezel, e voe staget ouz o rouantelez, diwar aluzon ar Gevredidi ha dre feur-skrid Versailhez, ouspenn ar Montenegro (a oa, kent brezel 1914-1918, eur rouantelez, bihana hini Europa), ar c’hevrennou kreisteiz eus impalaerded Aostria-Hungaria tudet gant Slaved nes-pe-nesoc’h

— 104 —
  1. Hiroc’h e vo kavet diwar o fenn e levr B. Auerbac’h, pp. 373-8.
  2. An Nor-Veur eo al les-ano a veze graet eus gouarnamant Sultaned Konstantinopl.