Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/105

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

An dud a oa d’ezo empenn ha deskadurez o deus labouret ; ar bobl a-bez he deus o sikouret war o labour gant he yalc’h. Ha setu an taol deuet da bennvat ganto !

Eur ger bremañ a-zivout alamanegerien Vohemia. E dibenn an XIXvet kantved, e nivered 2460000 anezo war 6712000 a vroïz, nemet kalz niverusoc’h e tiskouezont beza bet gwechall. Bez’ e vevont a-enezennadou e-touez ar slavegerien, pe e reont eur riblennad d’ezo, dreist-holl diouz tu ar c’hornog hag an hanternoz, er c’hevrennou eus ar vro e-harz an Alamagn. Bez’ e c’hoarvez gant an alamanegerien-se ar pez a c’hoarvez gant an alamanegerien-all er broiou nann-germanek. War vihanaat ez a o niver, pe dre ma tivrôont, pe gentoc’h, dre m’en em zivrôadelezont anezo o-unan. A bep amzer eo bet tuet Alamaned Vohemia

d’en em slavekaat betek en o anoiou (Fritz, da skouer, a ya ganto da Fritzko, pe da Fridusch). Ar c’hêriou, tudet gwechall gant Alamaned dreist-holl, pa n’oa enno bourc’hizien-all ebet nemeto [1], a zo aet war en em slavekaat mui-ouz-mui e-pad an XIXvet kantved. Da skouer, e Praga (ar gêr hepken, hep ar fabourziou anezi), e oa o veva e 1856, 73000 Alaman ha 60000 Tchek. E. 1880, e oa enni 126000 Tchek ha 32000 Alaman. Eus an 32000 Alaman-se, ne vane ken nemet 27500 e 1890, ha 18000 e 1900 [2].

— 103 —
  1. An noblañs hag ar bobl izel hepken a oa anezo Tcheked.
  2. Levriou talvoudus da lenn diwar-benn dazorc’hidigez Bohemia : L. Leger, La Bohême historique, pittoresque et littéraire, 1867 ; Le Monde slave, 1873 (kenta mouladur) ; Etudes slaves, 1875 ; Nouvelles études slaves, 1880 ; Russes et Slaves, teir levrenn, 1889-1899 ; La Renaissance tchèque au XIXe siècle, 1911 ; B. Auerbac’h, op. cit., pp. 135-216.