en em astenne warno. E 1895, leveou ar C’hevredad, anezo profou hepken rôet a-youl-vat gant karourien ar yez vrôadel, a dize 250161 florin (en tu-hont da 500000 lur-aour). Bez’ en doa 187 strollad e Bohemia, 88 e Moravia, 4 e Silezia, en holl 279. E-pad ar bloaz 1895, en doa bevet, diwar e yalc’h, eur c’helenndi ha 83 skol. Eus 1881 da 1895, e oa bet savet gantañ 2 gelenndi ha 109 skol.
1883-1896. Embannidigez eur C’helc’houiziegezadur tchekek nevez, e 29 levrenn.
Setu aze penna darvoudou eur c’hantvedveziad-labour ! E nep bro-all eus ar bed, war a gred d’in, n’en em ziskouez splannoc’h hag anatoc’h eget e Bohemia, er marevez-se, ar burzudou a c’hell ober eur garantez-vro virvidik kenharpet gant ar youl, al labour hag ar studi. E nep bro-all n’en em ziskouez en eun doare anatoc’h eget eno ar wirionez-mañ, a van dall outi kalz re a dud : Heñvel e tegouez gant ar poblou ha gant an dud a-hiniennou : diouz ma tellezont e c’hoarvez d’ezo peurliesa. E Bohemia, a-hed an XIXvet kantved, ez eus bet estr eget lezireien, leñverien ha kouskerien. Bez’ ez eus bet eun torkad tud a benn hag a galon o deus gouezet en em varrekaat diouz al labour a oa da ober, en em glevout kenetrezo, lakaat ar yez vrôadel a-us da bep tra-all, dont da saverien ha da grouerien. Hag i o veva e dalc’h Aostria hag o kaout a-enep d’ezo Stadelez Wien, hag i o kaout en o zouez, e-kreiz o bro-Vohemia end-eeun, tost da zaou milion hanter a alamanegerien, o deus gouezet adsevel o yez eus renk eul lavar poblek, e-lec’h m’edo kouezet, d’ar renk uhel a vez a zeskadurez hag a sevenadurez, ha suraat d’ezi an Ensavaduriou-meur, ar c’helenndiou hag ar skoliou ret d’he buhez.