Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/103

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


1855-1901. Embannidigez, e daouzek levrenn, eus Istor Praga, gant V. Tomek.

1858. Istor Aostria gant V. Tomek. Troêt e voe e kroateg, e magiareg hag en italianeg.

1862. Savidigez, diwar lusk Ladislas Rieger ha Frañsez Palacky, ha dre brofadou, eus eur C’hoaridi bihan tchekek-rik e Praga. — War atiz prederourien, kelaouennerien ha politikerien dchekek eo savet ar c’henta bagad tud yaouank anvet Sokoled (ar Falc’huned).

1864. Savet eo eur strollad evit dastum profadou e-sell da sevel e Praga eur C’hoaridi bras brôadel. Da c’her-stur e kemer ar strollad-se Narod sobie, a c’heller trei ger-evit-ger e latin Natio sibi, da lavaout eo : « Ar Vrôad drezi ha d’ezi hec’h-unan ».

1864-1874. Embannidigez eur C’helc’houiziegezadur tchekek, e daouzek levrenn, dindan renadur Ladislas Rieger.

1868-1883. Savidigez ar C’hoaridi bras brôadel e Praga, koustet 3235000 florin e sevel. Eus an arc’hant-se, edo eur skoazellad a 300000 florin a-berz an Dieta. Ar peb-all a zeue eur profadou a-berz slavegerien Bohemia, Moravia, Silezia ha Slovakia.

1876. Istor ar Vulgared gant Kustentin Jireczek. Trôet eo, kerkent hag embannet, en alamaneg hag e rusianeg.

1881. Digoridigez eur Skol-veur dchekek-rik e Praga. — Savidigez Kevredad-kreiz ar skoliou (Ustredrni matice skolska), evit stourm ouz Unvaniez alamanek ar skoliou (Schulverein) ha harpa ar skoliou slavek e kement lec’h eus ar vro m’edo lakaet ar slavegez en argoll. A-drugarez d’ar c’hevredad-se, bugale a-viliadou a zo bet diframmet adre krabanou an alamanekaat

— 101 —