Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/102

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

(en doa brudet e ano, a-benn neuze, dre embanna en alamaneg levriou talvoudus a-zivout yezou, lennegeziou ha giziou ar Slaved), war an diviz ma skrivje hiviziken e oberou e tchekeg hepken.

1834-1839. Geriadur bras tchekek-alamanek Jungmann, a-wel ennañ holl binvidigeziou slaveg Bohemia.

1836. Embannidigez e tchekeg, gant Palacky, eus kenta levrenn e oberenn vras : Istor Bohemia.

1837. Embannet eo e tchekeg, gant Schaffarik e levr An Henderiou slaviat, ennañ en tu-hont da vil pajenn in-8°. Trôet eo e poloneg e 1842-1844, en alamaneg en 1843-1848, e rusianeg e 1848.

1840-1841. Savidigez dre skodadou eus korolladegou tchekek-rik, digor d’an Dcheked hepken, ha skrivet e tchekeg hepken al lizerou-kouvia hag al liketennou anezo.

1842. Schaffarik a embann e tchekeg e levr bras An Dudoniez slaviat. — Vacslav Tomek a embann en hevelep yez eun Istor bihan ar Bed.

1844. Ladislas Rieger a sav e Praga Kelc’h ar Vourc’hizien (Mestanska beseda), na vez klevet ennañ nemet tchekeg, evit kroui eur vuhez a zarempredou slavek e-touez tud ar renkadou-etre.

1848. Dejiny naroda ceskeho « Istor ar Vrôad tchek », e diou levrenn gant Palacky [1].

— 100 —
  1. An danveziou meret gant Palacky ha Schaffarik en o oberennou meur, a zo bet adveret, pinvidikaet, gwellaet pe nevesaet zoken ouz sklerijenn ar ouiziegez-vremañ gant skrivagnerien dchekek an XXvet kantved : V. Novotny, Ceske dejiny « Istor tchek », 2 levrenn, Praga, 1912-1913 ; Lubor Niederle, Slovanskes tarozitnosti « Henderiou slavek », 6 levrenn, 1901-1924. Berraet ha troet e galleg eo bet oberenn vras Niederle dindan an ano-mañ : Manuel de l’Antiquité slave, 2 levrenn, 1923-1925 (niverenn Ia dastumad laolevriou embannet gant Ensavadur ar Studiou slavek).