Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/101

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ober an heg ouz an impalaer treuznevezour Jozeb IIvet eget dre garantez wirion ouz yez ar Vro. Dizarbennet eo ar mennad-se gant ar gubernium en em ziskleir a-du hepken gant savidigez eur gador-gelenna an tchekeg e Skol-veur Praga.

1793. Digoridigez ar gador-gelenna-se.

1815. Embannet eo gant ar slavegour V . Hanka eul labour e tchekeg a-zivout Rusia.

1817. Kanaouennou ar Serbed trôet e tchekeg gant Hanka. — Skrid-kentelia war reizskrivadurez an tchekeg, gant an hevelep skrivagner.

1818. Savidigez Kevredad Mirdi brôadel Bohemia. Embannidigez Kelaouenn ar Mirdi, moulet en diou yez : alamaneg ha tchekeg.

1819. Barzonegou Kralove Dvor (Kralodvorsky Rukopis), gant Hanka. Trôet ez int en holl yezou slavek (e rusianeg da genta), en alamaneg, ha, goude-se, en darn-vuia eus yezou Europa.

1821. Digoridigez Mirdi brôadel Bohemia.

1824. Slavy Dcera (« Merc’h Slava » pe « Merc’h ar C’hlod »), barzoneg tchekek, hollslavek an awen anezañ, gant ar Slovak Yann Kollar.

1826. Ar c’hanaouennou rusianek trôet e tchekeg gant Czelakovsky.

1831. Savidigez ar C’hevredad Matice Ceska (ar Wenanenn dchekek), evel stagadenn ar Mirdi brôadel, evit moula hag embanna e tchekeg levriou a lennegez hag a ouiziegez. — Skubet an alamaneg er-maez eus Kelaouenn ar Mirdi. Diwar-neuze n’eus nemet tchekeg enni penn-da-benn.

1833. En em glevout a ra kenetrezo eun nebeut brogarourien ha lenneien dchekek evit sevel eul leve-bloaz a bemp kant florin d’ar Slovak Paol Schaffarik

— 99 —