Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Paol Schaffarik, saver an dudoniez slaviat. H. a. Ar re a zo o anoiou amañ, a zo bet anezo-holl Tcheked, pe, da vihana, e tchekeg eo o deus savet o labouriou. A-drugarez d’ezo ha da dud-all, evel an istorour Kustentin Jireczek, Bohemia a zo bet, e-pad an XIXvet kantved, gwir greizenn ar studiou slavek en Europa, ha hi o veva koulskoude e dalc’h Aostria. Betek ar Rusianed a zeue d’en em lakaat er skol gant an Dcheked. Trôet e veze diwar an tchekeg en alamaneg, e poloneg hag e rusianeg, kerkent hag embannet, oberennou bras Schaffarik, Palacky, Jireczek ha Tomek. An Dcheked a zo bet helibini etrezo, a-hed ar c’hantved-se, evit ober diouz al lavar-stur rôet d’ezo gant o faotr-araok, Ladislas Rieger :

El labour hag er ouiziegez,
Emañ hor spi hag hor silvidigez

Da sklerijenna d’al lenner an hent heuliet gant adsavidigez an tchekeg, setu amañ an darvoudou brasa anezi :

XVIIvet-XVIIIvet kantved. Gwaskadenn a zaou gantved war an tchekeg (hemañ a oa bet e barr an enoriou e marevez Yann Hus hag e ziskibien). Dilezet eo d’ar bobl gant an uhelidi hag al lenneien. Deuet eo an alamaneg da yez ar stadrenerez er vro. Ar gelennadurez a zo etre daouarn ar Jezuisted a laka al latin da yez an deskadurez uhel. Boemet eo an noblañs hag an dud a studi gant labouriou-spered Alamagniz. E 1774 (goude argasidigez ar Jezuisted), eun urziadur war ar skoliou a laka an alamaneg da yez ar gelennadurez.

1790. An Dieta a c’houlenn ma vo digoret ar c ’helenndiou d’an tchekeg, kentoc’h (war a lavarer) evit

— 98 —