Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
ar yez hag al lennegez

distrei e kant doare meneg eur wrizienn, o plega dre-se da liva menoziou diniver ar spered, gant klok e oa e drôadennou anoiou ha verbou, a oa miret c’hoaz er VIIIet kantved en iwerzoneg koz [1], e tlee beza ar c’heltieg par d’ar gaera eus an holl yezou indezeuropek bet komzet en Europa, ar gresianeg. Ma vije ar bed en em gavet gwelloc’h ganti, he dije gallet ar yez-se genel oberou a lennegez, a ouiziegez pe a brederouriez kerkoulz ha re an Hellened gwechall, dre ma oa komzet gant uhelidi skiantek hag oberiant, a veze douget d’ar varzoniez, d’ar c’han, d’ar sonerez, d’an helavarded ha d’an taoliou-kaer, gant eur vreuriez veleien a bleustre, kement ha ma c’hellent diouz tud ha traou an amzer-hont, war an danevellouriez (an istor), ar brederouriez ha red an natur, gant eur werin stank en he zouez al labourerien gendalc’hus ha kalonek, a oa anezo ouspenn enklaskerien didrec’hus a gase bepred war wellaat ar binviou hag an ijinerez hag a studie war nerz al louzaouennou hag ar metalou (Kamilh Jullian).

Dre e berziou-dreist e oa an hen-geltieg dellezek da veva. Nemet, e-touez ar yezou, gwasoc’h c’hoaz eget e-mesk an dud, n’eo ket bepred ar re zellezeka a chom war c’horre hag a zo trec’h er « stourm evit ar vuhez ». Faezidigez ar Gelted gant ar Romaned war an tachennou-brezel, o stagedigez ouz Impalaeriez Rom, a lakas ar c’heltieg da goueza a-nebeudou en eil renk e broiou keltiek an Douar-bras [2].

  1. An hen-iwerzoneg a zo d’ezañ eun drôadenn-anoiou pinvidikoc’h eget hini al latin : pemp tro d’an unander, peder d’al liester, daou d’an niver-daou.
  2. Savidigez enskrivaduriou a-berz Stad (kouls lavarout) evel deiziadur bras arem Coligny (Coloniacus « Kolunieg »), er Ia kantved goude H. S., a laka anat e kerze c’hoaz ar c’heltieg keit-ha-keit gant al latin e Galia d’ar c’houlz-se. Yez an embannou graet gant ar Stad, gant ar Renerez-bro, e oa manet. Kaeroc’h ’zo : gounit tachenn war-du ar mervent hag ar gevred, diwar goust an aquitaneg hag al ligureg, a reas zoken da genta dindan aotrouniez Rom. Nemet d’ar mare end-eeun m’edo o c’hounit bro diouz tu ar c’hreisteiz, e kolle diouz tu an hanternoz. E traonienn ar Rênos izela hag ar Rênos krenn e oa laket ar c’heltieg en argoll gant an enbrôadennou stankoc’h-stanka a C’hermaned pe a dud bet germaneget o lavar. Dauzat, Les Noms de lieux, origine et évolution, 1926, pp. 108-11 ; J. Loth, Les grafffites gaulois de la Graufesengue, war Rev. celt. 1924.