Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
notennou diwar-benn ar gelted koz

ourz » a zo diwar an dro-envel unan artos ; diwar an dro-envel lïes arti eo al liester eirth « arzed, ourzed ». Hag en iwerzoneg : mac « mab » a zo diwar an dro-envel unan maqos ; diwar an dro-envel lïes maqi eo meic « mibien ».

3) an dro-envel lies -ones : Saxones, latrones, natrones a zo deut da Saozon, laeron, naeron ; Saxo, latro, natro, tro-envel unan, o deus rôet Saoz, laer, naer.

4) an dro-envel lies -oves : *bitoves, *katoves a zo deut da veza bedou, kadou ; implij an dilostger-se, a dalveze da verka al liester en anoiou en -us evel bitus « bed », katus « kad », a zo bet astennet, e brezoneg, d’eun niver geriou a rae e keltieg o liester en eur stumm all.

5) an dro-envel lïes -etes : an hen-geltieg *veles, *velis « dreistweler, ragweler, divinour », tro-c’henel *veletos, tro-envel lïes *veletes, a zo aet da iwerzoneg file, fili, tro-c’henel filed, tro-envel lies filid. E brezoneg -etes a zo deuet da et, ed, hag al liester-se eo a gaver, da skouer, e barzed hag e Brezoned — daou c’her ar re-se a oa d’ezo en hen-geltieg liesteriou-all : bardi (ac’hano ar c’hembraeg beirdd « barzed »), Brittones. Tro-envel unan heman a oa Britto.


Doareou-dreist an hengeltieg. — Arabat eo ober re a stad eus ar pez o deus lavaret ar C’hresianed hag ar Romaned : e oa ar c’heltieg eur yez hag a sone d’an diouskouarn euzus ha garo, evel pa vije brini o koagal pe tirvi o vlejal [1]. Kemend-all a zo bet lavaret gant an holl boblou eus ar yezou dianav d’ezo. Evel m’en em ziskouez en damskeud a dizomp da gaout anezañ, gant pinvidik e oa e c’heriadur, gant stank e gent-geriou [2] hag e lost-geriou [3], a c’helle trei-

  1. An hen-geltieg a oa ennañ soniou na gaver ket e latin, da skouer ar son a vez aroueziet en enskrivaduriou gant eun D barrennet hag a oa, moarvat, heñvel ouz hini an TH saoznek a vreman.
  2. Kent-geriou penna : ambi, ambo, an, ande, are, ate, ad, kom, kon, er, pe ar, eri, ex pe es, dru, du, ro, su, ver, vo.
  3. Lost-geriou penna : illos, inos, ulos, arios, avos, ate, atis, akos, iakos, ikos, iskos, isko, eos pe ios, knos, onos, amos, smos, smios, sminos, ssos, metos pe matos. Roll klok ar c’hentgeriou hag al lostgeriou hen-geltiek a vo kavet e levr Dottin Langue gauloise. An niver bras souezus a greskennou pe amc’heriou gant an hen-geltieg, traou-all ouspenn, evel daou-anvegez dourredennou-zo e Galia (Samara-Sumina, Arar-Saukona, Sena-Sequana, Lêdos-Legros, Separis-Savara… skoueriou-all gant Philipon, 1925), an niver bras a c’heriou henvelster (da skouer, meur a ano evit lavarout « maen, roc’h », meur a ano evit lavarout « ruz », h. a.) a lakfe a-walc’h da gredi ez eo aet er c’heltieg geriou diwar lies yez-all, moarvat yezou an hen-vroïdi a veve e Galia, en enez-Vreiz hag en Iwerzon kent annezidigez an teir bro-se gant ar geltiegerien. Da vihana, e yezou meur-all, e yezou-trec’h m’eo anavezet gwelloc’h ganeomp o istor eget istor ar c’heltieg, bezans daouadou en anvadurez-lec’hiou, puilhded ar c’hentgeriou hag ar gourfenc’heriou, paoter ar geriou henvelster, a zo frouez anat eus an ampresta digant ar yezou bet trec’het, dindanaet ha peurc’holôet ganto en o emledadenn. Leun-brein eo yezou ariek an Indez a amprestadennou digant ar yezou dravidek ha moundaek, Silvan Levi, Yann Przyluski ha Jul Bloc’h, Pre-aryan and Pre-dravidian in India, Kalkutta, 1929 ; Régamey, Bibliographie analytique des travaux relatifs aux éléments anaryens dans la Civilisation et les Langues de l’Inde, Hanoï, 1935.