Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
notennou diwar-benn ar gelted koz

Mediolanon [1] ; e Bro an Daurisked Mediolanon ; en Italia Mediolanon [2].

8) aballo « aval » : en enez-Vreiz Aballava (hizio Papcastle. Norzhumberland) ; *Aballakka « Avalac’h » (Glastonbury) ; e Galia *Aballosa « Avalus » (hizio « Valouze », stêr e departamant Saon-ha-Loar) ; Aballone (Avallon, Yonn).

9) vindos « gwenn » : en Iwerzon Vindomagos ; e Breiz-Veur Vindokladia ; e Galia Vindobriga [3] ; e Pannonia Vindobona ; en Italia Vinda, ano eur plac’h.

10) litanos « ledan » : e Galia Litanobriga ; en Italia, Litana, ano eur c’hoad ; e Galatia Bepolitanos, ano-den.

11) viro : e Germania Virodunon ; e Galia Virodunon ; en Italia Virokantos (ano-den), Virodunon ; er Spagn Viroveska, Virodunon [4].


Ar pez a zigemm ar muia ar c’heltieg koz diouz ar brezoneg. — Setu petra eo : er c’heltieg, evel er yezou indezeuropek all eus Europa gwechall-goz, e trôed e giz pe c’hiz dilost an anoiou. Pep ano a oa ouz e ober eur « penlodenn » pe eur « penrann » digemm, hag eun dibenn pe dilost-ger, a drôe ar furm anezañ diouz ma veze an ano o ren ar verb pe ma veze renet gantañ kompez pe digompez, ha diouz ma venned gervel, doarea, merka eur mennad. Setu amañ, da skouer, e pe zoare e « trôed » evel-se ar ger viros « den » :


Unander

tro-envel
tro-c’henel
tro-rei
tro-damall
tro-c’hervel

viros, an den
viri, eus an den
virû, d’an den, evit an den
viron, an den
vire, ô den !

Liester
viri, an dud
viron, eus an dud
virobis, d’an dud
virûs, an dud
virûs, ô tud !

  1. Metelen, e Westphalia.
  2. Milano.
  3. Vandeuvre.
  4. Deut da Wirten en Alamagn, Verdun e Bro-C’hall, Verduno en Italia, Berdun, Verdu er Spagn.