Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
notennou diwar-benn ar gelted koz

lated damdost heñvel ouz hini an Drevired. Seiz kantved a oa neuze abaoe ma oa disrannet ar C’halated diouz ar Gelted all.


Unvez an hen-geltieg. — Anat eo unvez ar yez, dreist da bep mar, da neb a studi an holl anoiou tud ha lec’hiou eus ar bed keltiek. Setu amañ eur roll eus ar geriou a ya an aliesa da furmi an anoiou-se :

a) ambi, ande, ate, kent-geriou ; ver, ro, kent-geriou kreñvaat ; are « tost da, dirak », ate gourfenc’her, bitu « bepred », bitus « bed », brogi « bro », rigion « rouantelez », magos [1] « tachenn », dunon « kastell-kreñv », briga « kreñvlec’h war an uhel », briva « pont », duron « treiz, tremen », bona « diazez, diazezadenn », sedon « sez » [2], nemeton « neved », karro (dizanav e dalvoudegez), karbanton « karr », medios « kreiz », lannon « lann » [3], randa « rann », ritus « roudour », dubron « dour », ono, ona « stêr, eienenn », abona « aven », mori « mor », salos « holen », vidus « gwez, koad », vernon « gwern », eburon « ivin », dervon « derv », aballo « aval », brokkos « broc’h », bebros, bibros « avank », epos « marc’h », tarvos « tarv », gabros « gavr », artos, matus « arz », uros « ejen meur », viro (arvarus e dalvoudegez).

b) dêvos « doue », viros « den », bena « maouez », rix « roue », bardos « barz », kinges (tro-ano c’henidik kingetes) « kerzer, brezelour », gaisata « douger goaf-bann », ambaktos « mevel », vassos, vossos « gwaz », mogus, magus « sklav », pennos « penn », lama « dourn », durno « dourn serret, meilh », teuta, touta, tota « pobl », genos « mab », gnatos « azeuler (?) », litus « lid », katus « kad », boudis, bodis « trec’h », senos « koz », novios « nevez », uxelos « uhel », dumnos, dubnos « doun », mâros « meur », kavaros « ramz, den-meur », litanos « ledan », kaletos « kalet », segos « galloudek », pe « trec’h », nertos « nerzus », kambos « kamm », dubis « du », vindos « gwenn », kantos « kann »,

  1. Deut da ma en hen-vrezoneg ; a vev c’hoaz e geriou evel goariva, c’hoariva, peurva.
  2. Kenveria an hen-norvegeg setr « annezlec’h, chomlec’h, ti-prenn war ar maez ». Sez a zo bet anezan en anoiou-lec’hiou ledenez Vaz, e bro-Naoned. Rev. celt. 1914, p. 254 ; 1915-1916, pp. 343. 382.
  3. En hen-vrezoneg lann a oa da lavarout kement ha « tachad-douar kompezet ha meinbonnet », ha da c’houde « lec’h kensakret, manati ».