Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
ar yez hag al lennegez

nep doare o lakaat e kemm gant ar re a zisrann bremañ an eil diouz eben ar yezou nevez-keltiek, pa n’oa hini ebet anezo kreñv a-walc’h da derri unvaniez ha reizded ar yez. En IIIet kantved kent H. S. e c’helle eun Iwerzoniad hag eur Breizad, o komz pep hini anezo e geltieg e-unan, en em glevet aes, eur wech meizet ganto an nebeut geriou m’edo ar q eus yez Iwerzon lakaet en e lec’h ur p e yez Breiz-Veur. Heñvel-tre e oa an darn-vuia eus ar geriou all hag ivez displegadur doareou an anoiou hag ar verbou ha kevreadur ar geriou hag ar frazennou [1].

Kemend-all a c’hoarveze war an Douar-bras hag amañ hon eus testeni skrivagnerien an Henamzer end-eeun. « Ar C’halianed », eme Strabon, « n’eus kemm ebet etrezo nemet dre na gomzont ket o yez en eun doare peurheñvel ; eilyezou disheñvel eun draig a zeu ganto. » An diou a bouez brasa e-touez an eilyezou-se e oa ar yez a gomze ar Velged en hanternoz da stêriou Sequana ha Matrona, hag an hini a oa komzet gant ar Gelted er c’hreisteiz d’an diou stêr-se. Hogen tri zra a ziskouez pegen peuzheñvel e oant :

1) n’heller kavout an distera kemm etre anoiou tud ha lec’hou an hanternoz ha reou ar c’hreisteiz eus Galia ;

2) an darempredou dibaouez a bep doare etre Galianed an hanternoz ha re ar c’hreisteiz eus Galia a ziskouez en em intentent kenetrezo ;

3) en e gefridiou gant Galianed an Hanternoz e kemeras Kaesar da jubenn dalc’hmat eur C’helt kreisteziat eus meuriad ar Vokonted a veve war riblenn gleiz ar Rotanos izela.

Titus Livius en deus meneget e komze ar Vastarned, poblad keltiat etre an Danuvios izel hag an Duras (Dniester) an hevelep yez pe dost hag ar Skordisked, a veve en hanternoz a Vakedonia war riblou stêr Margos (Morava) ; war heñvelder o yezou end-eeun e fizie roue Makedonia e teufe d’an diou bobl en em glevet evit ober brezel d’ar Romaned hag argadi Italia. Hervez Tacitus, ar Gotined (Cotini) a veve er meneziou houarnus ar Viadua (Oder) uhela, a gomze an hevelep yez hag ar C’halianed. Er IVet kantved goude H. S. sant Jerom, a oa bet o chom en Ankura, e Galatia, hag e Trevires, e Galia an Hanternoz, a laka evez e oa yez ar C’ha-

  1. An displegadur-anoiou en hen-iwerzoneg (yez an VIIIvet - Xvet kantved goude H. S.) a zo heñvel-kaer ouz an displegadur-anoiou keltiek evel ma c’heller e studia e mein engravet an Douar-bras hag er peziou-moneiz enskrivet.