Ma qeret, a vemp hon daou unisset assembles,
Evel ma oa sant Joseph hag hon Mam ar Verc’hes :
Mar-g-allan ho posedi un de var an douar,
Me a vezo qen jaoüs ’vel un Æle er gloar.
Me a so eur femelen dister a galite,
N’on qet ingal’n ho qenver en mado, en ligne,
Mes mar-g-eo predestinet gant Doue eternel,
A vemp hon daou unisset, ne c’houlenant qet voel.
C’houi eo fleuren ar merc’hed a guement so’r c’hanton
Chilaouet, mar plij genac’h me ho ped, a galon
Moes an hini disteran deus ho servijerien,
A c’houlen eur mouchouer pe eun dabatieren.
Evid merq a amitie, ma servijer fidel,
Ez an da glasq an alc’hoe da dieri’n armel,
Hag a vije ma c’halon ho pije goulenet,
Ma vije possub he rei’m oa qet ho refuset.
Tostaet aman, me ho ped breman, ma servijer,
Cetu aman var an daol pevarzec mouchouer,
Ha peder dabatieren olifant zulaouret,
A choas a so evidoc’h, hag ouspen, ma qeret.
Me ielo breman d’ar guer gand eur galon contant
Pa’m eus guelet, ma mestres, o carante ardant ;
Ha, mar partaget ganin lod deus hoc’h amitie,
Me a respeto anoc’h en durant d’am bue.
Qen vo’ta, cloarec yaouanq ha ma brassant mignon,
Hoc’h aviso eloqant a raviss ma c’halon ;
Deus a guement den yaouanq’n eus ma darempredet,
N’em eus caret nemedoc’h boe m’oc’h deut dam guelet.
Ma mestres so’r plac’h yaouanq hag e deus blev melen
Ha daoulagad qen ardant evel div stereden ;
Honnes en deus ar pouar, gant he selo mignon,
Da rei d’he muan caret ar recreation.