Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordellet - Chanson ar seiz sqient naturel.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —



Quentan ’moa bet an enor da velet ma mestres
A oa en pardon san Min, gand he c’hamaradez ;
O vale hág o bourmen evit he fassetans,
Eno e defoa piqet ma c’halon gant eul lanç.

D’ar c’houls-se me oa yaouanq o commanç studiant
O boursu ma avantur mesq a re zavantan ;
Ma c’horf a vije er scol, mes allas ! ma speret
Gand ar bouqet florissant a vije occupet.

Demeus an oll scolarien, me oa en assuranç,
Ar c’hentant, ha goude se ne oan qet ’vit avanç.
Ha me o sonjal, un de, monet beteg he zi,
Gand eur galond languissant da velet anezi.

Me o salud, merc’h yaouanq, objet ma c’harante,
Me a so deut d’ho cavet an devez a hirie
Vit laqad un tam amser, mar be d’ho fantasie,
Da gontan d’ac’h ma doare ha clevet ho hini.

Den yaouanq, leun a furnez, me ho salud ive,
’Vel m’en defoa gret goejall ar Sænt hac en Æle
Pere ie voar an daolin dirag ar Messias
Var lein mene Calver pa oa ’touguen he groas.

Ober ret d’in un enor hag a so agreabl,
Gand ho comso familier hag ho bolonte vad ;
C’houi eo an hini garan muan, en assuranç,
Nemet de Zoue bebqen ne rofen preferanç.

Sellet Roue on envo en eur gadoar voen,
Var lein mene Sinaï, o scrivan he lesen,
Dre behini e tifen ous e oll vugale
Donet d’en em draïssan an eil hag eguile.

Me lar d’ac’h en guirione aman, ma servijer,
Oc’h eus goneet ma c’halon dre gomso saluter,
Ha, pa gaffen mab eur prinç, evel ne gavin qet
Ne desirant nemedoc’h ’vit beant ma fried.