Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordellet - Chanson ar seiz sqient naturel.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —



Mar boe goejall ma c’halon carguet a disesper,
Breman me so qen ezet evel eun ec’houeder.
Pini ia beteg an env ha retorn d’an douar ;
Adieu laran d’an tourmant, achu eo ma glac’har.

Madelez oll-buissant, roue an oll Æle,
Me rent d’ac’h presantamant graço a drugare,
P’oc’h eus roet dîn ar c’hraç, roue ar firmamant,
Da finissan ma chanson joaüs ha triomphant.

Homan so eur son nevet rimet ha composet
Gant eur scrivagnier yaouanq dimeus a Lanrodec,
So ganet ebars er bloa mil eiz cant hag uguent,
De diaroc goel ar Verc’hes a ve ’bars en Avant,

Ha ’vid esplican he noad d’an oll dud ignorant,
Tri mis ha pevar uguent en tu all da daou c’hant :
Ebars en canton Plouagat eo ganet ha maguet,
Hag he hano scrivet mad so GILLES MORDELLET.

Mar ’m eus drouc-laret netra gant ma fragilite,
C’houlennan escus ous an dud ha pardon ous Doue,
Hag ouspen a tisiran da guemend he c’hlevo
Ar boneur da jouissan deus a c’hloar an Envo.



FIN.



Lannion, Imp. de J.-F. LE GOFFIC, libraire.