Pajenn:Milin Pradère - Barzhonegou, 1872.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
LA BRETAGNE POÉTIQUE.


Pa skriv anezho me a wel,
Diwar he skoaz, petra lavar ;
He gomzou !... Doue ha me ho goar ;
Anez karet, rankfe mervel.

Pa labour, pa lenn ha pa gan,
Me vez atao enn he gichen ;
Ha pa welann en deuz anken,
Me bok d’ezhan endra c’hellann.

Gant va askel diwar he dal
Me skub neuze pep poan spered,
Hag he galoun, bete ’r weled,
Ouz-in dioc’h-tu a rank tridall.

Me n’am beuz morse naoun e-bed,
Enn he zourn me a zebr bara,
Hag enn he werenn da eva
E kavann dour, p’am beuz sec’hed.

Pa vez debret gan-en va frei,
Me a c'hournij enn-dro d’he benn ;
Ha gant va diouaskellik wenn
Me a c’holo va Barz karet.

Pa gousk, me nij war he delenn,
Hag hi ha me, gant karantez,
A gan d’ezhan toniou nevez
Ken a skuizomp war he varlenn.

Setu eno, laouenanik,
Evit petra ounn digaset ;
« — Ober vad da veza karet
A zo noz-deiz labour koulmik. »


————


Euruz ar fiarz en deuz kavet
Eur vignounez evel hou-ma !
Da gement Barz zo o ouela,
Aotrou Doue, eur goulm digaset.