Pajenn:Milin Pradère - Barzhonegou, 1872.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
LA BRETAGNE POÉTIQUE.
KOULM AR BARZ
————
AL LAOUENANIK.


— « O koulmik koant, lavar d’in buan,
Euz a be vro e nijez-te ?
Red eo ma teufez euz ann Ee,
Rak evel-d-oud ne deuz unan.

Strinka c’houez-vad a rez enn dro,
Dre ma tigor da ziou-askel ;
Piou oud-te ’ta, ma n’oud eunn el ?
Ha dont da choum a rez d’hor bro ? »


AR G0ULMIK.


« — Ia, dont a rann brema da Vreiz ;
Etrezek eur Barz ne hauvinn ;
Gant Doue euz bet kemennet d’in
Karet anezhan noz ba deiz.

Digant Doue en deuz va frenet
Evit eur zon ar re gaera ;
Desket em beuz gant-han kana
Ar zon gaer-ze a zesk karet.

Gant-han me zo euruz meurbed,
Mont brema kuit me ne garfenn ;
Klevet bemdez kan he delenn
Zo va brasa dudi er bed.

Koulm ar Barz, me zo he gannad.
Me eo a ra he gevridiou ;
Dioc’h va bruched he lizeriou
Ia da galoun pep mignoun mad.