Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

war-wisk enn he ene, biskoaz a-vad ne ra ar pez a zo red d’ezhan enn he stad evit dent da veza santel. Lavaret a ra : « Ha penaos n’emaoun ket enn eul leac’h distro ? Ha penaos n’oun ket evit mont ac’halen d’eun abati all ? Eno ec’h en em rofen holl da Zoue. » O c’hortoz an amzer-ze, an den-ze ne d-eo ket evit gwelet unan-bennag a zisplij d’ezhan, ne d-eo ket evit gouzanv an distera enebiez, atao ema e poan gant traou ne dalont netra, pèc’hi kant gweach a ra dre lontregez, dre glask anaout traou n’en deuz ezomm e-bed da c’houzout, ha dre m’ema an ourgouil o c’houeza rok he galoun ; lavaret a ra oc’h huanadi : ha perak n’emaoun-me ket e leac’h an hen-man-hen ! ha perak ne c’hellan-me ket evel he-man pe evel hen-nez ? An holl c’hoantegesiou-ze a ra muioc’h a c’haou oc’h an ene eget na reont a vad : krignet eo gant-ho noz-deiz hag evelato e kousk dibreder e-kreiz he faziou. Sant Fransèz a Zal a lavare : « Eun den hag a zo enn eur garg pe enn eur stad-bennag, a zo arabad d’ezhan choum a-zav ha kaout c’hoant da veva enn eur c’hiz all, ha ne ve ket hervez ar stad pe ar garg en deuz, hag ive ober netra a gement a ve a-enep ar stad a vuez en deuz brema, rak an traou-ze a zistro ar spered hag ar galoun dioc’h Doue, hag a laka anezho da zemplaat e-kever ar pez a zo dleet da c’hober. »

13. — Red eo eta c’hoantaat kerzet enn hent ar zantelez, hag ober kalounek ar pez a zo red evit he c’haout. An Aotrou-Doue, eme zantez Thereza, ne c’houlen digan-e-omp evit--