Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

da-viken, pa fell d’ezhan e ven santel ha pa ginnig d’in he nerz, an nerz am beuz izomm evit-se, neuze e c’hellan beza santel dre c’hras va Doue a gresk bemdez va nerz. Pa zao eta eur c’hoant mad bennag enn hor c’haloun, en em harpomp e Doue, ha neuze kre ha nerzuz, gwelomp ha ni a vezo evit kas unan pe unan da benn. Mar kav d’e-omp ez eo unan-bennag euz a c’hoantegesiou hor c’haloun enn tu all d’hon nerz, en em lakeomp etre daouarn an Aotrou-Doue, rak ar pez a fell d’ezhan a dle beza treac’h d’ar pez a fell d’e-omp. Santez Mari Madalen a ioa gwelloc’h gant-hi beza enn eur stad izelloc’h a zantelez, eget beza santel-meurbed a-enep d’ar pez a falveze da Zoue e vije.

12. — An eil hent evit sevel da stad ar zantelez a zo lakaat mad enn hor perm en em rei holl da Zoue. Eun darn dud a zo galvet da eur zantelez vraz ha n’emaint ket hep kaout kalz a c’hoant da veza santel ; hogen o veza n’int ket kre out-ho ho-unan, ha dre ne reont ket ar pez ho deuz lavaret, e vevont klouar ha lezirek e-kreiz ho fec’hejou. Setu petra c’hoarvez : ne d-eo ket a-walc’h e ve c’hoant da veza santel, red eo c’hoaz kenderc’hel er c’hoant vad-ze ha labourat, gwella ma c’heller, da gaout ar zantelez. Ped ene a zo ar c’hoantegesiou-ze ho boed pemdesiek ha ne reont gammed evit kerzet dre hent an Aotrou-Doue ? Setu c’hoant ar c’halounou a gomz ar fur Salomon anezho ; laza an den didalvez a reont. An den lezirek a laka c’hoantegesiou gwisk--