Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

forz e-bed ha pa vije er baradoz gloar pep-hini euz ar zent brasoc’h eget he gloar he-unan, hogen ne c’houie ket penaos e c’hellje gouzanv eun all da garet Doue muioc’h eget-hi.

11. — Bezomp eta stard a galoun, rak Doue a zo mad e-kever an hini a glask anezhan euz a greiz he galoun. Ar pec’hejou tremenet, na netra all e-bed, ne d-eo evit miret ouz-omp da veza sent, mar fell d’e-omp e vemp, e gwirionez. Santez Thereza a lavar : « An droug-spered a laka dira-z-omp hor beuz ourgouill, pa c’hoantaomp sevel huel er zantelez ha klask heuilla skouer ar zent. » Ne d-eo tamm ourgouill, pell dioc’h eno, rak netra e-bed ne dalv kement d’e-omp evel ma ’z eo en em lakaat a-greiz hor c’haloun da ober traou braz ha santel, rak petra-bennag n’en deuz ket da genta an ene nerz a-walc’h evit ober an traou-ze, evelato dre en em galounekaat, evel a ra, e teu d’en em zevel huel. Sant Paol a lavar e tenn pep tra da vad. d’ar re a gar Doue, ar pèc’hejou zo-ken, trei a c’hellont d’ar zantèlez gant ma teuio ar zonj anezho da izellaat ar galoun ha da lakaat anezhi da veza anaoudekoc’h e-kever Doue, o welet peger braz eo he vadelez enn hor c’hever. Ar pec’her a dle lavaret enn-han he-unan : ne d-oun netra, n’em beuz gounezet netra nemet an ifern, ha bez’ e vijen strinket enn-han, ma na vije ket bet an Aotrou-Doue ker mad ha ma ’z eo. Doue en deveuz lavaret e roio d’an holl ar pez a c’houlennint digant-han evit ho mad ; hogen pa en deuz bet ar vadèlez da viret na varvchen