Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

vèza ne vezo ket koulz ha ma voa da genta. « Enn hent ar zilvidigez, eme zant Augustin, piou-bennag ne d-a ket war a-raok, a den war a-dre », hag atao ez eo red sacha kalet, rak natur an den, troet war-zu an droug, a ia atao war boues-traon.

10. — N’ema ket ar wirionez gant an hini a lavar : Doue ne fell ket d’ezhan e ve sent an holl. « An Aotrou-Doue, eme sant Paol, abostol, a fell d’ezhan e vemp holl santel pep hini enn he stad hag hervez he stad » ; ar manac’h ha den ar bed ; ar bèleg. an den demezet, ar marc’hadour, ar zoudard a zo dleet d’ezho holl heza santel, hervez ar stad a vuez en deuz pep-hini. Santez Thereza a lavar : « Mar d-eo hor Spered douget war-zu an traou huel ha santel, e vezo eun dra vad evid-omp. » Arabad eo eta diskar hor c’haloun, rak mar hor beuz fisianz e Doue, gant nerz he c’hras ha gant hon nerz hon-unan, e c’hellimp pignat a nebeudou ha sevel bete stad ar zent. Ar zantez-se e deuz gwelet atao an dud kalounek o vont buan gant hent ar zantèlez, rak, eme-z-hi, an Aotrou-Doue pa wel ar c’hoant santel-ze o sevel enn ene a zo ker laouen dre-ze, evel ma ve kaset da henn. Doue ne ro he c’hrasou brasa nemet d’an eneou ho deuz eur c’hoant. braz da garet anezhan, ha dre-ze pa gav an dro da mi digoll d’ezho er bed-man, morse ne d-a a-biou. Karet a ra an eneou nerzuz, gant ma n’ho devezo ket re a fisianz enn ho nerz ho-unan. Santez Thereza e devoa kement a c’hoant da garet Jezus-Krist ma lavaraz d’ezhan eun dervez ne rea