Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

droug enn-ho, dioc’h ma ’z a mad pe fall an traou enn dro. Evit lavaret krenn, ar rumou tud-ze ne garont ket Jezus-Krist tamm pe nemeur, ha gaou a reont oc’h ar feiz gwirion.

8. — Ha petra a zo red da c’hober evit dont er meaz euz ar stad klouar-ze ? Petra-bennag ma ’z eo diez-meurbed lakaat da domma eun ene hag a zo klouar, ne d-eo ket eun dra enn tu all da c’halloud an Aotrou-Doue, enn tu all da c’halloud an den, ne lavarann ket. Evit-se, ne d-euz ken da ober nemet pedi Doue stard ha kalounek, kemeret an hent a zo red, hag hep dale e save heol an Aotrou-Doue. An hent evit mont, er-meaz euz a stad klouar an ene ha kerzet war-zu ar mad a zo, da genta, kaout c’hoant da veza santel ; d’an eil, stourm stard evit dont a-benn a-ze ; d’an trede, sevel ar galoun war-zu Doue ; d’ar pevare, kommumia aliez ; d’ar pemped, pedi, pedi mad atao.

9. — An hent kenta a zo kaout c’hoant da veza santel. C’hoantegesiou mad ar galoun a zo diouaskellou ; gant-ho an den en em zibrad dioc’h an douar, hag a zav skanv war-zu an nev, rak, eme zant Lauranz Justinien, « ar c’hoant da veza santel a re nerz da vont enn hent ar mad, hag a laka an hent-se didorgenn hag eaz da vale. » An hini en deuz eur c’hoant gwirion da vont enn hent mad, a ia bemdez buanoc’h buana, ha nemet ma kendalc’ho, e vezo a-barz kus-heol er perm divèza. An den a-vad ha ne c’hor ket flamm ar c’hoant-se enn he galoun, a ielo bepred war a-dre, ha da zi-