Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

beden, neuze ne dostaer ken oc’h an daol zantel, ne deer mui da bedi dirak ar Zakr, enn eur ger, neuze e tilezer pep tra evel a zo c’hoarvezet, siouaz ! gant eun darn vraz a eneou keiz.

6. — Taolit evez mad oc’h ar gourdrouzou a laosk an Aotrou-Doue war an eneou klouar : « N’oc’h, eme-z-han, na ien na tomm ; gwelloc’h eo e vec’h ien, hogen o veza ma ’z oc’h klouar, me zo o vont d’ho strinka diwar va c’haloun. » Ia, her lavaret a c’heller, eur barr eo gwelloc’h e vèc’h ien ha n’ho pe ket gras Doue tamm e-bed eget beza klouar, evel ma ’z hoc’h, rak an hini a zo ien a c’hell he ene dont da domma enn he greiz gant rebèchou he goustianz, ha neuze e tistro oc’h Doue. Evit an hini a zo klouar, hen-nez a gousk divorfil war eur penn-wele pèc’hejou, hep kaout eur zonj ez eo eat diwar an hent mad hag hep klask distrei war he c’hiz. Siouaz ! Siouaz ! eur gwall-glenved a zo staget out-han, ha diez e vezo mar bez pare biken. An tad Loiz du Pont a lavare en devoa bet great eun taol-braz a bèc’hejou bed he vuez, hogen ne voa biskoaz bet e peoc’h gant-ho ; Beza ez euz tud hag a zo e peoc’h gant ho zèchou fall, hag ar peoc’h-se a gaso anezho da goll. Setu ama darn euz ar gwall-blegou-ze : ar garantez en deuz an den out-han he-unan, he c’hloar vraz hag avelek, he bisder, he erez, an droug pe ar garantez re dener en deuz ouz he-man pe ouz hon-nez. Eur wenn fall a louzou int, hag an den en deuz da ziouall out-ho, mar d-int krog enn he