Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

all diwar-benn sakramant an Aoter a zo, eme-z-han, evel eul louzou mad a-enep hor faziou pemdisiek. Ar faziou-ze a zo pec’hejou evit gwir, evelato ne viront ket ouz-omp da gerzet war-zu ar stad santel, pegement-bennag m’ema enn nev hep-ken ar stad wella ha santela zo.

4. — Evit ar stad all a laka an ene da glouaraat, hag a c’hellomp tec’het diout-hi, ar stad-se a vir oc’h an den da vont war greski er mad, o veza ma pèc’h an den anezhan he unan er stad-ze ; gwelet ha gouzout er-vad a ra ema o pèc’hi hag e c’hallfe miret, ma karfe, dre c’hras Doue. « Doue ra viro ouz-hoc’h, eme zantez Thereza, na bec’hfac’h, o c’houzout e pec’hit, peger bihan-bennag e ve ar pec’hed-ze. » Ar pèc’hejou-ze a zo peurvuia o lavaret gaou, o troug-prezeg, o toui, o komz trenk, o c’hober goab, o c’hoantaat e ve great stad ac’hanomp hag o karet re unan pe unan ne dleomp ket da garet. « Ar pec’hejou-ze, eme zantez Thereza, a zo evel preved bihan a zo muioc’h a-ze da ziouall out-ho, dre na weler tamm anezho ken na vez bet krignet gant-ho kement tra vad a zo enn hon ene ; » an droug-spered a grog er faziou-ze ha gant-ho, evel gant liammou stag mad, ec’h hej an den hag e ro gwall-lammou d’ezhan.

5. — Diouallomp eta na bec’hfemp evel-se ha na golfemp dre ar pèc’hejou-ze, ar sklèrijen, ar grasou hag an dizoan a zigas Doue d’hon ene. Dre bèc’hi e teuer da enoui enn hent ar mad, hag e vez poan o kerzet dre-z-han ; neuze ne zav mui ar galoun war-zu Doue dre ar