Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

kaout eur boan spered pe eun nèc’h bennag, komz heb ezomm, klask anaout traou ha ne dalont ket ar boan, kaout re natur an dribi pe an efa, c’hoantaat beza gwelet : enn eur ger, lezel c’hoantegesiou ar c’horf da zevel re huel ho fenn. Ar pèc’hejou-ze holl a zo red d’e-omp tèc’het diout-ho, muia ma c’hellomp, petra-bennag n’omp ket evit-ho holl, kaer hor beuz, ken dinerz eo deut hor c’haloun dre bèc’hed hon tad kenta. E gwirionez, eun dra hag a zo red d’e-omp eo kasaat hor faziou pa lakeont ac’hanomp da skei diwar an hent mad ha da zisplijout da Zoue. Evelato, ez eo arabad hor be nèc’h hag enkrez diwar ho fenn, rak, eme sant Fransèz a Zal, « an nec’h hag an enkrez-se ne deuont ket digant Doue » ; tra an droug-spered int, ma ne zavont ket diwar ar garantez pe a-berz ar stad a ra an den anezhan he-unan.

3. — Ar pez a zo red d’an den neuze eo kas dioc’h-tu diout-han ar seurt sonjou poaniuz-se, heb ober van anezho. « Ar pec’hejou bihan-ze, eme sant Fransèz a Zal atao, o veza ma ’z int bet great hep gonzout d’an den, a ia ive da netra dre c’hlac’har ha karantez he galoun. » Al leanez santel Mari a welaz eun deiz eur voul dan o tèvi, ker buan ha lavaret, meur a goloen a voe taolet war-n-ezhi. An Aotrou-Doue a felle d’ezhan diskouez d’ar zantez-man, dre gement-se, ez eo a-walc’h eun huanad a garantez tener o sevel war-zu enn-han evit kas da netra pèc’hejou ganet diwar zempladurez an den. Ar C’honsil a Drant a lavar kemend--