Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

hag ho karet, kousto pe gousto. Dre ar garantez hag ar vadèlez ho peuz bet da vervel evidoun war ar groaz, lakiit brema va ene ha va c’haloun d’ho karet stard, grit m’ho karin muioc’h eget n’en em garan va-unan, rak, va Jezus, c’houi a zo mignoun mad va ene, ar mignoun n’em beuz nemet-han. Piou eta a c’hellfen-me da garet enn he leac’h, piou ar mignoun hevel ouz-hoc’h en deuz roet he vuez evit va zavetei ? Penaos eta e c’hellfen-me choum hep ho karet ? Ne ankounac’hain birviken pegen dizanaoudek oun bet enn ho kever, ha ouela a ran gant keuz ha glac’har d’am fec’hejou. Den reuzeudik ma ’z oun ! Kollet ha maro e voan, ha brema mar d-oun distroet ouz-hoc’h, brema mar d-oun beo c’hoaz, ez eo dre nerz ho kras hag ho trugarez em c’hever. Hiviziken, ne fell d’in beva nemed evit ho karet, c’houi a zo va mad dreist pep mad ! Grit eta, Aotrou va Doue, grit ma karin ac’hanoc’h, o karantez hep ment e-bed. Ne c’houlennan ken tra ouz-hoc’h, Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va mamm, lakiit ac’hanoun e-touez ho servicherien, ha grit ive, me he ped, ma vezin digemeret e-touez gwir zervicherien Jezus, ho Map.


————