Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

garantez hor beuz ouz-omp hon unan, oc’h ar garantez-ze a ra d’hor c’halou’n c’hoantaat an enoriou a gav d’ezhi a zo mad da gaout.

11. — Red eo e vemp distag dioc’h pep tra hag e doare vad da zilezel traou ar spered, ar beden pe ne d-euz forz petra, pa vezomp galvet el leac’h all gant an Aotrou-Doue. An tad Alvarez, eun dervez m’en devoa eur pez labour da c’hober, gant aoun na deuje da goll ar gwel euz a Zoue, a ieaz diwar he labour da c’hober eur penned peden. Neuze, an Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhan : « Petra-bennag n’ema ket ho labour gan-en brema, a-walc’h e tle beza em befe-me roet va-unan al labour-ze d’e-hoc’h da c’hober. » Setu eur gentel euz ar re wella evit ar re a vez nec’het, rak-tal ma vez red d’ezho senti hag ober eun dra-all-bennag, o choum hep lavaret ho fedennou. An nec’h-se ho deuz ne d-eo ket a-berz Doue, a-berz an droug-spered pe anezho ho-unan eo e teu. Plijout da Zoue pe vervel : setu eno diviz an holl zent.


Peden a Garantez


D’e-hoc’h-hu, va Doue, e roan va c’haloun. Ha petra eo va c’haloun, siouaz ! Great e voa bet gan-e-hoc’h evit ho karet hep-ken, hag evelato ez eo bet savet enn hoc’h enep. Sellit a druez out-hi brema, o va Jezus ! Keuz e deuz da veza pec’het enn hoc’h enep ha karet a ra ac’hanoc’h. Ia, va Doue ha va Zalver, keuz am beuz da veza bet disprizet ho kourc’hemen,

hag hiviziken e fell d’in senti ouz-hoc’h

5*