Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

oc’h ar pez a fell da Zoue, ho deuz enn ho spered eur frankiz santel, eur frankiz ha ne dreo roet nemet da vugale Doue ; ar frankiz-se a ra d’ezho digemeret a galoun vad ar pez a blij da Jezus-Krist, hep sellet ‘oc’h ar garantez ho deuz evit-ho ho-unan, hag ive oc’h ar stad a reont euz an dud. Karantez Doue a laka pep tra hevel d’ar galoun ; eun dra c’houero a dalv d’ezhi eun dra c’houek, dilezel a ra ar pez a gar evit karet ar pez a fell da Zoue, ober a ra an traou distera hag ar re ziesa kerkoulz hag ar re vrasa hag ar re easa ; gant ma plijint da Zoue a zo a-walc’h.

10. — Eun taol braz a dud a fell d’ezho servicha Doue el leac’h-ma-leac’h, er stad-ma’r-stad, gant he-man pe gant hen-nez, e-berr, gant an dra-man pe gant an dra-hont ; anez ne servichint ket anezhan, pe mar he zervichont, gwelit penaos ? Poan spered ho deuz atao, atao krignet ho ene gant eur prenv-bennag, atao ez int pennasket gant ar garantez ho deuz out-ho ho-unan, ha dre-ze ne zastumont mad e-bed euz an holl madoberou a reont ; atao kaer ho deuz emaint, evel ma lavarfet, war glaou ruz-tan, o veza ma kav d’ezho e teu cheo an Aotrou-Doue pounneroc’h-pounera d’ho diou-skoaz. Evit ar re a gar Jezus gant eur gwir garantez, ar re-ze a-vad n’ho deuz ket brasoc’h dudi eget ober ar pez a fell d’ezhan ; kel laouen int pa vezont izeleat evel pa vezont hueleat. Setu petra a ra an hini a gar Jezus-Krist e gwirionez, ha setu ive petra dleomp da ober o terc’hel penn oc’h ar