Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

mad hon oberou, ez eo red e vent great evit plijout da Zoue. Setu penaos ez eo red meuli Jezus-Krist ; pep tra a zo bet great mad gant-han. E-touez madoberou ar gristenien, kalz a zo mad dre-z-ho ho-unan, hag e kement-se ne dalvezont netra dirak Doue, o veza ne d-int ket bet great evit gloar Doue hep-ken. « Hor madoberou a vez paet gant an Aotrou-Doue, eme zantez Madalen a Bazzi, hervez ma vezont bet great evit plijout d’ezhan ; da lavaret eo, e kavimp gant Doue enn nev, ar mad hor bezo great war an douar, mar bez bet great evit-han hep-ken. » E-touez kement a vadoberou, kalz a ielo da goll, ha dibaot a vezo kaout unan-bennag great evit plijout da Zoue hep-ken. Eur manac’h koz braz, maro ne voa ket pell evel eur zant, goude beza labouret evit Doue hed he vuez, a lavaraz enn eur grena eun dervez, o sonjal enn amzer dremenet : « Em holl oberou, ne gavan ket unan zo-ken a gement a ve bet great evit Doue hep-ken. » Ra vezo milliget ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan ! Hi eo a gas da goll pep tra vad a reomp. C’hoarvezout a ra aliez, er stad santela zo-ken, evel ma ’z eo stad eur beleg hag eur misioner, a dremen ho buez o prezeg, o kovez hag o kelenn ar gristenien ; c’hoarvezout a ra, siouaz ! gant darn anezho ha gant re all, ma kemeront kalz a boan, ma labouront a dorr-korf hep gounit netra e-bed, dre na reont ket ho labour evit Doue hep-ken, ha ma sellont eun draik re oc’h gloar ar bed hag oc’h ho gloar ho-unan, dre ma klaskont da genta