Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

ho fedi kentoc’h eget beza rok ha gourc’hemen kre. Sant Visant a Baol a lavar ne d-euz gwelloc’h tra d’ar vistri eged ar vadèlez, mar fell d’ezho e ve great ar pez a lavaront. Santez Janned a Gantal a lavare ive : « E meur a zoare em beuz klasket lakaat da zenti ouz-in, ha n’em beuz kavet doare e-bed koulz ha gouzanv pep tra ha beza mad e-kever ar re a ioa dindan-oun. »

4. — Enn eur zifazia pe enn eur gentelia unan-bennag, ar mestr a dle zo-ken diskouez he vadelez. Kelenn stard ha gourdrouz gant droug a zo daou dra dishevel braz. Evit gwir, red eo gourdrouz kre a-wechou, pa vez great eun dra fall-bennag ; ha, dreist pep tra, pa vez bet great an droug meur a weach ha goude meur a gelenn vad. Arabad eo evelato klask kelenn den e-bed, epad ma verv ar goad enn hor gwazied, epad ma ve trenk hor c’homzou, rak neuze e ve gwasoc’h an droug eget ar mad a rafemp. Ar garantez-se re virvidik evit ar mad a zo tamallet e gwirionez gant an Abostol sant Jakèz. Darn zo hag a lavar e lakeont evel-se tud ho zi da zouja d’ezho, hag ez eo ar wella tra da lakaat pep reiz vad. Sant Jakèz a zao a-enep d’ezho. « Mar d-eo red eur weach enn amzer, eme-z-han komz huel, evit rei da anaout peger braz eo an droug a zo great, ez eo red ive, a-raok paouez, lavaret eur gomz vad-bennag ; » rak evel a reaz ar Samaritan, red eo parea ar gouliou gant ar gwin hag an eol, « hag e c’hiz ma sao atao an eol war-c’horre, evel-se,