Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

ober vad d’ezho. Ouc’h-penn zo, red eo ive beza mad e-kever hon enebourien. Ar garantez a zo red d’ezhi beza treac’h d’ar gasouni, hag ar vadelez treac’h d’an droug a rear d’e-omp. Evel-se ho deuz great ar zent, hag ez int bet karet gant ho enebourien vrasa zo-ken.

3. — « Ne d-euz da welet skouer kaeroc’h, eme zant Fransèz a Zal, eget beza bepred habask ha dizroug e-kever peb-unan. » Madelez ar zant-man a ioa anat d’an holl e kement a rea hag a lavare. Biskoaz, eme zant Visant a Baol, n’en devoa gwelet den hag a vije ken habask hag hen, ha kaout a rea d’ezhan gwelet er zant-se eur skeud beo euz a vadèlez hor Zalver he-unan. Pa na veze ket evit rei enn dra-bennag, hep na vije eur rebech d’he goustians, he gomzou neuze a vije ker karantezuz ha ken tener ma ’z eat laouen kuit diout-han, daoust na veze bet netra. Mad e voa oc’h an holl, oc’h ar re ho devoa da welet war-n-han, oc’h ar re a ioa dioc’h he zere ha par d’ezhan, ker-koulz hag oc’h ar re a ioa dindan-han, oc’h tud he di hag oc’h ar re a ziaveaz, dishevel, e-kever kement-man, dioc’h kalz a dud a zo èlez e tiez ar re all ha droug-sperejou enn ho zi ho-unan. Ne lavare morse netra, daoust a vije bet great d’ezhan gant he vevellou, hag eur boan vraz e voa d’ezhan rankout ho difazia a-wechou, petra-bennag ma kelenne anezho atao gant eur vadèlez ar vrasa. Eun dra hag a zo da veuli eo, pa vez eur mestr mad evel-se e-kever ar re a zo dindan-han ; pa ro d’ezho eul labour-bennag da ober ez eo red d’ezhan