Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

dioc’h ho karantez. Evelato, o va Doue, ho peuz lakeat ac’hanoun, dre ho maro, da gaout perz enn ho karantez ; grit, me ho ped, ma karin ac’hanoc’h dreist kement tra a zo, ha ma ’z aio doun em c’haloun ar c’halc’har hag ar c’heuz am beuz da veza gwechall ho tisprizet hag ho kaset er meaz euz va ene, dre ar pèc’hed. Evit brema, ho karan muioc’h eged-oun va-unan ; ho karet a ran euz a greiz va c’haloun, c’houi ar mad dreist pep mad ; ho karet a ran ha c’hoant am beuz d’ho karet gant eur gwir garantez ; brema n’em beuz ken aoun nemet da goll ho karantez. Va Doue ha va Zalver, grit, me ho ped, mac’h anavezin petra oc’h, mac’h anavezin bete pegeid ez eo eat ho karantez em c’hever, evit ma vezo red d’in karet ac’hanoc’h da virviken. Mirit ouz-in da veza dizanaoudek hiviziken enn ho kever ; evit kemend-all a vadèlez ho peuz bet evid-oun, nemet re zizanaoudek ne d-oun bet beteg-hen, siouaz ! Ne fell mui d’in ankounac’haat na dilèzel ac’hanoc’h endra vevin ; bez’ e fell d’in ho karet ha plijout d’e-hoc’h da virviken. O va Jezus ha va c’harantez, roit nerz d’in, astennit ho tourn da eur pèc’her paour a fell d’ezhan ho karet ha beza d’e-hoc’h evit mad.

Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz, pa ra ho Map, Jezus, kemend a lavarit d’ezhan da ober, pedit-hen evid-oun ha grit m’am bezo

digant-han ar c’hras d’he garet bete mervel !

4*