Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

c’hellje beza, ha ne divije gouzanvet laouen, gant ar greden e vije a-berz Doue ; hag e gwirionez, epad eur boan galet e devoe pemp bloaz hed-da-hed, ne voa nemet digas d’ezhi da zonj e voa a-berz Doue, evit gwelet dioc’h-tu ar peoc’h o tont enn he ene, nec’het a-raok. Evit gellout gounit an Aotrou-Doue, an tenzor-ze braz-meurbed, ez eo nebeud a dra, eme an Tad Duraso, gouzanv n’euz forz pe boan.

13. — Pedomp eta an Aotrou-Doue, evit ma vezimp kavet mad da gaout he garantez, rak mar karomp anezhan evel ma ’z eo dleet, holl vadou an douar a vezo diraz-omp evel moged ha netra, hag hor brasa dudi neuze a vezo kaout poan hag enkrez. Setu petra lavar sant Krizostom euz eun ene a zo en em roet holl da Zoue : « Pa vez deut an den a-benn da gaout eur gwir garantez oc’h Doue, e kav d’ezhan ema he-unan war an douar ; ne ra mui van euz a c’hloar nag euz a vez, fae a ra war an temptasionou hag ar poaniou, ha koll a ra ar vlaz hag ar c’hoant euz a gement-zo ; ne gav harp na peoc’h e nep leac’h, ne baouez atao da glask an hini a zo karet gant-han. An den-ze, o labourat pe o tibri, dihun pe gousket, e kement tra a ra hag a lavar, atao hag e pep lea'c’h, he spered a zo troet war-zu he vuia-karet, rak ar galoun ne deuz ehan e-bed ken na vez el leac’h m’ema he zenzor. »


Peden a Garantez


O va Jezus, va zenzor ha va c’harantez, va fec’hejou tremenet a dlefe pellaat ac’hanoun