Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

mac’h heuilljoun penn-da-benn reiz va stad a vuez ; hogen, siouaz d’in ! rak-tal ma teujoun da veza laosk ha digaloun, rak-tal e kavjoun e voa diez pep tra, ha ken diez ma lesjoun ar stad-ze evit en em rei d’am zechou fall ; d’ho heul ez oun deuet ama evel a welit. D’e-hoc’h-hu, eme-z-han c’hoaz, e lavaran kement-man, evit ma vezin skouer d’ar re all ha ma teskint diwar va c’houst kerzet rag-êeun dre an hent a zo diraz-ho. » An tad Loiz Dupont a lavare : « Lakiit ez eo diez ha c’houero er vuez-man ar pez a gav d’e-hoc’h a zo c’houek ha mad, ha lakiit ez eo c’houek ha mad ar pez a gav d’e-hoc’h a zo diez ha c’houero, hag o c’hober evel-se e viot atao e peoc’h, rak dre ma kav d’e-omp ez eo mad ar pez a blij d’hor c’haloun ha dre m’hor beuz bet gwalc’h hor c’hoantegèsiou dre ar pec’hed, dre ze ive eo e choum war he lerc’h enn ene rebèchou hag a zo c’houèro-meurbed. An traou c’houero a-vad, pa vezont kemeret hep klemm ha dre garantez oc’h Doue, a den da veza c’houek-meurbed hag a garg an ene a zudi. »

9. — Kredomp er-vad, kristenien, ne d‘eo ket hor c’haloun evit kaout eur peoc’h gwirion, epad ma vezimp enn draonien-man a zaelou, nemet gouzanv hep klemm a rafemp an enkresiou hag ar poaniou, dre garantez oc’h Doue. Setu ar stad ma ’z omp lakeat gant ar pèc’hed, siouaz ! Stad ar zent war an douar a zo karet ha kaout poan ; stad ar zent enn nev a zo karet ha beza enn dudi. An Tad Paol Segneri a alie eur c’hrek e doa poaniou a-liez, da staga