Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

ver, euz a hep gouli hor Zalver, eur ginou o teski d’e-omp ez eo red e c’houzanvfemp hor poaniou evit-han. Gwesiègez ar zent a zo kaout poan a-leiz ha gouzanv anezho atao evit Jezus-Krist ; enn eur c’houzanv evel-d-ho e teuimp, e berr amzer, da veza sent ive. An hini a gar hor Zalver, en deuz c’hoant leiz he galoun da veza evel-d-han paour, disprizet hag e poan. Sant Iann a welaz an holl zent gwisket e gwenn ha gantho peb a vrank palmèz enn ho dourn. Ar brank palmèz-se a verk ez int merzerien, petra-bennag ne d-int ket bet merzeriet holl. Perak eta neuze ho deuz-hi holl peb a vrank palmèz ? Evit diskouez, a lavar sant Gregor, ez int bet holl merzeriet pe dre an houarn pe dre ar boan ho deuz bet gouzanvet hep klemm. Bez’ e c’hellomp eta ha bez’ e teomp beza merzeriet enn unan pe unan euz an diou c’hiz-ze.

6. — Ar mad a zo enn eun ene hag a gar Jezus-Krist, ar mad-ze a zo dioc’h ma c’hoar karet ha gouzanv poan hep klemm. An Aotrou-Doue a lavaraz da zantez Thereza : « Ha kredi a rit-hu, va merc’h, e kresk ar mad a zo enn hoc’h ene dre ar joa a danvait ? Ne ra ket, eme-z-han, ar mad ne gresk enn ene nemet dre ar poaniou hag ar garantez. Ia, va merc’h, kredit er-vad, seul-vui e viot karet gant va Zad, seul-vrasoc’h a-ze e vezo ho kroasiou. Setu va gouliou, birviken ho poaniou ne vezint ken doun ha va re-me. Kredi eta e c’hellfe den beza karet gant va Zad hep gouzanv dre garantez out-han, a zo fazia. » Santez Thereza