Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

gwirionez Jezus-Krist. Setu penaos ec’h anavezer ar gwir garantez. Ar garantez a zo aounik : aoun e deuz na zisplijfe da Zoue ; ar garantez a zo kalounek ha leun a fisianz e Doue : nemet e vezo gloar da Zoue, n’euz netra a gement na rafe ; ar garantez a zo kre : trèc’hi a ra ar gwall-ioulou, an temptasionou brasa, an ankeniou dounna ; ar garantez a zo sentuz : plega a ra dioc’htu ma klev mouez an Aotrou-Doue ; ar garantez a zo glan, o veza ne gar nemet Doue, ha ma kar anezhan dre ma tle beza karet ; ar garantez a zo tomm-bèro, o veza ma karfe gwelet tan karantez Doue o krègi hag o c’houeza enn holl galounou ; ar garantez a laka an ene estlammet holl hag a ra d’ezhan beza er-meaz anezhan he-unan ; gant ar garantez an ene n’ema mui e poan gant traou an douar, ha n’en deuz ken aked nemet da garet Doue hep-ken ; ar garantez a zo unvan, o veza ma stag an den oc’h Doue hag oc’h kement a fell da Zoue ; ar garantez a zo buan da huanadi : gant-hi an ene a verv gant he c’hoant da vont diwar an douar, d’en em unani gant Doue ha da garet anezhan e bro ar re euruz enn nev.

12. — Den e-bed ne ziskouez koulz hag an Abostol sant Paol petra eo ar gwir garantez ha petra a zo red da ober evit kerzet gant-hi enn hent mad. « Heb ar garantez, eme-z-han, an den ne d-eo netra, ha netra e-bed ne d-eo mad. » Ha pa ve kre a-walc’h hor feiz, evit kas meneziou euz a eur vro da eur vro all, evel a reaz sant Gregor ; ha pa rofemp hon