Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

garantez, kement mad all a zo ne d-int holl nemet evel berniou mein : evit kaout ar mad-ze eta, a zo enn-han an holl vadou all, n’hor beuz nemet en em rei holl da Zoue.

10. — An Aotrou-Doue he-unan a lavaraz eun deiz da zantez Thereza : « Kement tra a ra an dud, ma na d-eo ket great gant-ho evit plijout d’in-me, kement-se holl a zo moged ha netra. » Ha penaos ne c’hellann-me ket lakaat ar wirionez-ma doun e kaloun pep den ? Eun dra hep-ken a zo red : nan, ne d-eo ket red beza pinvidik, beza karet hag enoret, beva eaz ha dibreder, beza er c’hargou huel ha beza brudet evel tud gwisiek ha desket mad ; an dra a zo red hep-ken eo karet Doue hag ober evel a fell d’ezhan. Evit an dra-ze hep-ken ez omp bet krouet gant Doue hag ez omp dalc’het gant-han war an douar ; gant ma kerzimp êeun gant an hent-se ec’h en em gavimp ive rag-êeun er Baradoz. « Lakiit ac’hanoun, eme an Aotrou-Doue, evel eur ziel war ho kaloun ha war he tivreac’h, evit ma savo war-zu enn-oun hoc’h holl menosiou, hoc’h holl c’hoantegèsiou hag hoc’h holl labourou ; lakiit ac’hanoun war ho kaloun evit na d-aio diabarz enn-hi karantez all e-bed, nemet va c’harantez-me ; lakiit ac’hanoun war ho tivreac’h, evit na reot netra evit den nemed evid-oun-me. » Redek, nijal a rear dre an hent a gas d’ar zantèlez vrasa, pa ne glasker nemet Jezus stag oc’h ar groaz, pa ne c’hoantear plijout da zen nemet d’ezhan hep-ken.

11. — Bez’ e tleomp kaout aked da garet e