Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

ha glac’har o welet eun Doue a zo karantez holl, eun Doue ken douget da ober vad d’an dud ? An dra-ze eo a zigase kemend a fisianz da zant Bonavantur hag a rea d’ezhan lavaret : « Penaoz ne rofe ket d’in ar grasou am beuz izomm da gaout an hini en deuz great kemend-all a draou, gouzanvet kemend-all a boaniou evit savetei ac’hanoun ? »

8. — Deomp eta gant fisianz war-zu tron ar c’hras, evit ma hor bezo trugarez digant Doue. Tron ar c’hras a zo ar groaz ; out-hi eo stag Jezus ; diwar-n-hi eo e skuill he c’hras hag he drugarez war ar re a bed hag a c’halv anezhan. Red eo he c’hervel, ar c’henta ar gwella, epad ma c’hellomp c’hoaz kaout diganthan an nerz hor beuz izomm evit ober hor silvidigez : marteze divezatoc’h n’hor bezo mui a amzer. Deomp eta gant mall, da vriataat kroaz Jezus-Krist, deomp gant fizianz d’he c’haout, arabad eo d’e-omp choum a zav, peger paour-bennag e vemp. Kaout a raimp e Jezus-Krist ar madou hag ar grasou hor beuz diènez anezho ; he vadèlez e deuz digoret tenzor an Aotrou-Doue ha roet d’e-omp perz er grasou hor beuz izomm da gaout.

9. — Jezus-Krist enn eur vervel war ar groaz en deuz prenet d’e-omp madou hag a zo pell enn tu all d’ar gaou a reaz an droug-spered dre ar pèc’hed. Kement-se a zo gwir, hag evel a lavar an Abostol sant Paol, el leac’h ma voa pèc’hejou a-leiz, ar c’hras a zo bet eat dreist c’hoaz. Perak eta n’hor be-ni ket a fisianz hor

bezo kement tra hor beuz izomm dre vadelez

3