Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

gwirionez, ne vezimp trec’het birviken gant hon enebourien. Santez Thereza a lavare : « N’oun ket evit anaout penaos ho defe an dud kement a aoun rak an droug-spered evel ho deuz, pa ’z eo gwir n’euz nemet lavaret hano santel Jezus evit lakaat anezhan da grena. » Goude-ze evelato ar zantez-ma a lavare c’hoaz : « Hon holl nerz ne dalvez netra, ma ne gasomp ket a-biou d’e-omp ar fisianz hor heuz enn-omp hon-unan, ha ma ne lakeomp hon holl fisianz e Doue hep-ken. »

7. — Maro hor Zalver ha Sakramant an Aoter a zo evid-omp daou vister braz a fisianz hag a garantez : misteriou int ne gredfe den anezho, ma ne deufe ket ar feiz da lavaret d’e-omp ez int gwirion. Petra ! eun Doue holl-c’halloudek a zo en em c’hreat den, en deuz skuillet he c’hoad hag a zo marvet e-kreiz ar poaniou hag an anken war eur groaz ! Evit petra en deuz-hen great kement-se ? Evit gwalc’hi hor pèc’hejou enn he c’hoad, evit savetei ac’hanomp, ni douar ha ludu, ni prenved-douar savet a-eneb hon Doue ; setu ! Ne d-eo c’hoaz nemet nebeud a dra. Evesait, tud kristen, evesait oc’h ar c’horf sakr-se, staget e sakrifiz evid-hoc’h oc’h ar groaz ! lavarit : ha perak ez eo roet d’e-omp evit hor maga, evit na vezimp nemet unan gant-han ? O va Jezus, an daou vister bras-se a dlefe lakaat tan ho karantez da gregi e pep kaloun kristen ! Piou eo brema ar pèc’her, piou an torfedour braz ha n’en defe ket a fisianz e vezo taolet he bèc’hejou a-biou d’ezhan, mar en deuz keuz