Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

arabad d’e-omp koll kaloun enn eur lavaret : Piou a zo galvet da veza hor barner ? Hor Zalver he-unan eo. Evit miret na vezimp barnet da vervel da virviken ez eo en em varnet he-unan da vervel evid-omp ; ha setu a zo c’hoaz : ouc’h-penn ar vadelez vraz-se en deuz bet, bepred ema dirak Doue, he Dad, oc’h erbedi evit ma vezimp salvet. Rak petra eta ho peuz-hu aoun, pèc’her paour, eme zant Thomaz a Vilneuf ? Mar ho peuz keuz ha glac’har d’ho pèc’hed, mac’h anzavit anezhan, mar ho peuz kaz ha droug out-han brema, penaoz e c’hellfe barn ac’hanoc’h eun Doue a zo maro evit ho savetei ? Penaoz e ve Jezus evit ho kas diout-han mar tistroit d’en em daol e-c’harz he dreid ? Ha ne d-eo ket diskennet euz an nev evit ho klask, pa redac’h enn he raok ?

6. — Mar hor beuz aoun na gouesfemp divezatoc’h dre hor sempladurez enn eun demptasion-bennag, setu ar gentel a re d’e-omp an Abostol sant Paol evit miret na blegfemp gant hini e-bed. Deomp d’ar brezel hep distrei hon daoulagad diwar Jezus stag oc’h ar groaz ; diwar-n-ezhi e kinnig de-omp an nerz a zo red, dre-z-hi e vezimp treac’h hag hor bevezo ar gurunen. Mar d-omp kouezet, amzer a zo bet, ez eo dre n’hor beuz ket eveseat a-walc’h oc’h gouliou hag oc’h mez hor Zalver, dre n’hor beuz ket goulennet nerz out-han. Hiviziken a-vad mar sonjomp a-zrèvi er poaniou en deuz gouzanvet dre garantez ouz-omp, mar taolomp evez piz oc’h ar mall en deuz da astenn d’e-omp he zourn pa c’halvomp anezhan, neuze, e