Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


3. — Enn amzer ma tigwezaz d’e-omp pèc’hi, Doue hor barnaz da vervel evit mad. Petra reaz neuze Jezus-Krist ? Krègi er varn-ze a reaz hag o veza staget anezhi oc’h ar groaz, ez eaz da netra e-touez he c’hoad. Dre-ze, n’omp ket evit gwelet barnedigez Doue hep gwelet ive ar groaz a zo warn-n-hi ar varn-ze kaset da netra gant Jezus-Krist, hep kaout fisianz ez eo taolet hor pec’hejou divar-n-omp hag e vezimp salvet da viken.

4. — Peger kre eo goad Jezus-Krist evit tenna war-n-omp trugarez an Aotrou-Doue ! Goad Abel o tamall Kain gwechall ne voe netra e-skoaz d’ezhan. Ha c’houi zo euruz, pèc’herien baour, c’houi a c’hell en em erbedi oc’h Jezus stag oc’h ar groaz, oc’h Jezus en deuz skuillet beteg ar berad divèza euz he c’hoad evit gellout en em lakaat etre Doue, he Dad, hag ar bèc’herien, evit ma vezo lamet ho fèc’hejou diwar-n-ezho. Gwir eo, ho pèc’hejou, kristenien, a zao hag a gri enn hoc’h enep ; evelato, goad hor Zalver a zao hueloc’h c’hoaz hag a erbed evid-hoc’h ; neuze dourn Doue a sko a-biou, o veza ma teu mouez he Vap ha goad Jezus da derri nerz an droug a ioa savet enn-han, dre ho pèc’hejou.

5. — Red eo hen anzao, striz e vezo war-n-omp, pa rankimp anaout ha niveri hor pèc’hejou dirak Doue. Hogen, me her goulenn, piou a varno ac’hanomp ? Bezomp fisianz ! Hor Zalver a vezo hor barner, rak digant Doue he-unan en deuz bet karg a gement-se. Setu perak e lavar an Abostol sant Paol ez eo